Mont d’an endalc’had

Zoran Đinđić

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.

Zoran Đinđić (peotramant Зоран Ђинђић gant al lizherenneg kirillek) a oa ur politikour serb bet ganet d'ar 1 a viz Eost 1952 e Bosanski Šamac (e Yougoslavia da neuze, e Bosnia-ha-Herzegovina en deiz hiziv) hag aet da Anaon d'an 12 a viz Meurzh 2003.

E Beograd e studias adalek an eil derez, goude ma oa bet anvet e dad, ofiser diouzh e vicher en arme Yougoslavia, er gêr-benn. Tra ma oa o studiañ ar brederouriezh e krogas preñv ar politikerezh e Zoran Đinđić, un tech hag a voe kreñvaet gant an amzer a dremenas e skolioù-meur en Alamagn betek e doktorelezh. E 1989 ez eas da gelenner filozofiezh e skol-veur Novi Sad, e Voivodina.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a rae a-enep ar prezidant serb Slobodan Milosevic, ha gant tud all a soñje eveltañ e savas an DS (Demokratska stranka, da lavaret eo Strollad demokrat) e 1989. Bloaz goude e voe dilennet e parlamant Serbia hag e 1993 e voe anvet da brezidant an DS. E 1997 e c'hounezas an dilennadeg-kêr e Beograd : ne oa ket an tu kreñv gant strollad ar gouarnamant ken en ti-kêr evit ar wech kentañ abaoe an Eil Brezel-bed. Pevar miz hepken e padas an emglev etre ar strolladoù a oa aet war ar renk a-enep aduidi Milošević. E 1999, tra ma oa brezel e Kosovo, e kavas gwelloc'h mont d'an harlu, goude ma oa bet lazhet Slavko Ćuruvija, un den hag a stourme eveltañ a-enep renad Milošević. E miz Genver 2000 e oa Zoran Đinđić e penn ar bodad strolladoù a zivizas mont holl asambles war ar renk en dilennadeg-prezidant, abalamour da reiñ lamm da Vilošević. Ar muianiver a vouezhioù a yeas gant an DOS (Demokratska opozicija Srbije, da lavaret eo Tu enep ha demokrat eus Serbia), daoust d'ar skoilhoù (n'hallas ket Đinđić mont war ar renk da skouer : gant Vojislav Koštunica e oa renet al listenn a-benn ar fin). Nac'h a rae Milošević diskregiñ diouzh ar galloud : gant manifestadegoù ar 5 a viz Here 2000 e voe rediet d'en ober a-benn ar fin, ha Koštunica da vont da brezidant en diwezh.

E 2000 bepred, e fin ar bloaz, e voe gounezet an dilennadegoù evit ar parlamant gant an DOS, ha Zoran Đinđić a voe anvet e penn ar gouarnamant. Bec'h a roas ar ministr kentañ evit karzhañ ar Stad diouzh sistem Milošević, dreist-holl diouzh an tu dehoù pellañ, ar vroadelourien hag ar mafia. Asantiñ a reas ivez labourat gant al Lez-varn etrebroadel evit Yougoslavia gozh. Hervez Đinđić e oa an hent nemetañ evit gallout skoulmañ liammoù a-nevez gant ar broioù all, war-lerc'h ar brezelioù, ha tostaat da Unaniezh Europa, abalamour da greñvaat ekonomiezh Serbia ha da wellaat buhez pemdez he zud.

Kement-se-holl a sachas ar bec'h war e chouk : enebourien daonet en doa Đinđić er meteier a felle dezhañ dic'hwennañ evel an arme, ar mafia hag ar politikerezh. D'an 12 a viz Meurzh 2003 e voe lazhet Zoran Đinđić dirak ti ar gouarnamant gant ur sniper. Koachet e oa an tenner en ur savadur nepell : ul letanant-polis e oa Zvezdan Jovanović, hag un ezel eus ar JSO, ur bagad soudarded. Roet e oa bet urzh da dennañ war Đinđić gant pennoù ar JSO, a oa emellet unan anezho e strollad mafia Zemun ivez. D'ar 15 a viz Meurzh 2003 e voe douaret Đinđić e bered nevez Beograd, goude ma voe ambrouget ar c'harr-kañv gant kantadoù a viliadoù a dud er gêr-benn.

En deiz hiziv e seller ouzh an drouklazh-se evel ur maen-bonn en istor Serbia, dre m'eo pellaet ar vro abaoe diouzh an hent demokrat a felle da Đinđić mont gantañ : abaoe m'emañ Aleksandar Vučić e penn an traoù e vez kreizennet muioc'h-mui ar galloud e daouarn e strollad, an SNS (Srpska napredna stranka), tra ma vez krennet war gwirioù strolladoù an tu enep.

Marvet eo gant tenn ur fuzuilh-emgann Heckler & Koch G3 er galon.