Mont d’an endalc’had

Zonaria sanguinolenta

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Zonaria sanguinolenta
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Zonaria (genad)
Anv skiantel
Zonaria sanguinolenta (Gmelin, 1791)
{{{2}}}
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Zonaria sanguinolenta zo ur spesad kregin boutin a-walc'h eus Aodoù Senegal ha Gambia e Meurvor Atlantel ar gevred. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zonaria e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivet eo bet ar spesad gant J.F.Gmelin e 1791 ha renket er genad Cypraea d'ar mare-se, ha diblaset eo bet goude er genad Zonaria. Dont a ra e anv eus e liv evel roudoù gwad [2].

Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria pyrum bezañ implijet an aliesañ.

  • Cypraea sanguinolenta hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Cypraea petechialis, anv aet da get.
  • Cypraea purpurascens, anv aet da get.

Kavet e vez Zonaria sanguinolenta dindan nebeut a zour, dindan reier, e-lec'h ez eus gwagennoù bras.

Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 19 ha 25 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 14 mm gour, pe ramz betek 28 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Zonaria zonaria ha Zonaria picta, spesadoù a vev nebell.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zonaria sanguinolenta (Gmelin, 1791). Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=595691 on 2025-02-10 (en)
  2. ↑ (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)