Zonaria picta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
Hoc'hig-mor livet | |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Zonaria (genad) | ||
| Anv skiantel | |||
| Zonaria picta(J.E. Gray, 1824) {{{2}}} | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Zonaria picta zo ur spesad kregin boutin a-walc'h eus inizi Kab Glas er Meurvor Atlantel. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zonaria e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskrivet eo bet ar spesad gant J.E. Gray e 1824 ha renket er genad Cypraea d'ar mare-se, diblaset eo bet goude er genad Zonaria. Dont a ra e anv eus e livioù[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria pyrum bezañ implijet an aliesañ.
- Cypraea picta hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea atava, anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez Zonaria picta dindan nebeut a zour, dindan reier, el lec'hioù gant gwagennoù bras.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 22 ha 31 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 17 mm gour, pe ramz betek 38 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Zonaria sanguinolenta spesad tost a-walc'h a gaver war aodoù Senegal ha Gambia.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zonaria picta (J. E. Gray, 1824). Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=224863 on 2025-02-10 (en)
- ↑ (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)