Zonaria petitiana
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Petit | |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Zonaria (genad) | ||
| Anv skiantel | |||
| Zonaria petitiana(Crosse, 1872) {{{2}}} | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Zonaria petitiana zo ur spesad kregin divoutin eus Meurvor Atlantel ar gevred, war aodoù Afrika ar c'hornog, eus Senegal betek aod an Olifant. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zonaria e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskrivet eo bet ar spesad gant H. Crosse e 1872 ha renket er genad Cypraea d'ar mare-se, ha diblaset goude er genad Zonaria. Dont a ra e anv en enor da S. Petit de la Saussaye, malakologour gall[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria pyrum bezañ implijet an aliesañ.
- Cypraea petitiana hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez Zonaria petitiana dindan reier hag er grailh.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 23 ha 33 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 17 mm gour, pe ramz betek 38 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Zonaria pyrum, spesad tost a-walc'h.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zonaria petitiana (Crosse, 1872). Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=595690 on 2025-02-09 (en)
- ↑ (en) Lorenz Felix, Cowries: A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017, ISBN 978-3-939767-87-9