Zonaria angolensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Zonaria (genad) | ||
| Anv skiantel | |||
| Zonaria angolensis(Odhner, 1923) {{{2}}} | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Zonaria angolensis zo ur spesad kregin ral eus Angola er Meurvor Atlantel. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zonaria e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskrivet eo bet ar spesad gant N.H.Odhner e 1923 ha renket er genad Cypraea d'ar mare-se, ha diblaset eo bet goude er genad Zonaria. Dont a ra e anv eus ar vro e-lec'h e kaver [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria angolensis bezañ implijet an aliesañ.
- Cypraea angolensis hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea porcellus var. angolensis, anv aet da get implijet pa z'eo bet diskrivet.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez Zonaria angolensis don war stradoù lec'hidek a-walc'h, etre spouennoù, pe e-barzh kregin bivalved nakr Pinna, Pinnidae goullo etre 20 ha 100 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 27 ha 36 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 17 mm gour, pe ramz betek 46 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Zonaria petitiana , Zonaria pyrum ha Zonaria angelicaespesadoù tost a-walc'h.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zonaria angolensis (Odhner, 1923). Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=738021 on 2025-02-10(en)
- ↑ (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)