Zoila venusta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Zoila | ||
| Anv skiantel | |||
| Zoila venusta(Sowerby II, 1847) {{{2}}} | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Zoila venusta zo ur spesad kregin ral eus kornôg ha gwalarn Aostralia er Meurvor Indez. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zoila e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant G.B. Sowerby I e 1947 ha renket er genad Cypraea d'ar mare-se diblaset goude er genad Zoila. Dont a ra an anv eus ar fed eo bet kavet brav-tre.[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria pyrum bezañ implijet an aliesañ.
- Cypraea venusta hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Zoila thatcheri, anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez Zoila venusta dindan nebeut metroù mor war spouennoù ae mougevioù pe frailhoù etre 5 ha 15 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 67 ha 74 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 50 mm gour, pe ramz betek 85 mm.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar isspesad zo bet deskrivet.
- Zoila venusta venusta (G. B. Sowerby I, 1847) isspesad tip
- Zoila venusta bakeri (Gatliff, 1916) isspesad ral-tre kavet gant robotoù ROV etre 100 ha 220 m donder.
- Zoila venusta episema Iredale, 1939 isspesad all boutin etre an izel vor betek 50 m donder.
- Zoila venusta morrisoni Lorenz, 2016 isspesad ral-tre kavet gant ravanelloù er mor don etre 90 ha 150 m donder asambles gant spouennoù.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zoila venusta (G. B. Sowerby I, 1847). Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530966 on 2025-02-11 (en)
- ↑ (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)