Zoila mariellae
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Zoila | ||
| Anv skiantel | |||
| Zoila mariellae Raybaudi, 1983 {{{2}}} | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Zoila mariellae zo ur spesad kregin ral spontus eus Gwalarn Aostralia er Meurvor Indez. N'eo ket anavezet resis e lec'h bevañ hag a c'hellfe bezañ 100 km e Norzh Beg Dampier. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zoila e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant L.Raybaudi e 1983. Roet eo bet e anv en enor d'an Itron Mariella Raybaudi Massilia, e wreg[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zoila alabaster bezañ implijet an aliesañ.
- Cypraea mariellae hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez Zoila mariellae er mor don-tre.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin a vefe etre 56 ha 61 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 52 mm gour, pe ramz betek 65 mm, met n'eo ket sur, n'eo bet dastumet nemet etre 60 ha 70 hiniennoù en holl.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Zonaria alabaster spesad gwenn ivez.
- Zonaria jeaniana spesad stumm damheñvel met gant livioù hag a vev e memes lec'hioù.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zoila mariellae L. Raybaudi, 1983. Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530965 on 2025-02-10 (en)
- ↑ (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)