Zhu Chen
Neuz
Zhu eo an anv-familh.

Zhu Chen (e sinaeg: 诸宸; e pinyin: Zhū Chén) a zo bet ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1976.
Ur c'hoarierez echedoù sinaat ha katarat eo.
Mestr Meur Etrebroadel e teuas da vout e 2001, Tredeog FIDE eo abaoe 2015[1], Mestrez-veur (WGM) eo abaoe 1994.
2 423 edo he renk Elo e miz Ebrel 2026
2 260 he renk Fonnapl ha 2 254 he renk Luc'hedenn[2], an hini kreñvañ o vout 2 548, bet tizhet e miz Genver 2008.
Dimezet eo gant ar Mestr Meur Mohammed Al-Modiahki eus Katar. C'hoari a ra bremañ e skipailhoù he bro nevez.
Kevezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'edo 25 bloaz e voe trec'h war Aleksandra Kostenyouk a Rusia dre 5-3 en un Tournamant "Knock Out" evit kampionad bedel ar maouezi 2001/2002; dont a reas da vout an unnekvet kampionadez.
Kampionez e kampionad bedel ar maouezi adalek 2002 betek 2004.
Tournamant Fonnapl Kêr Koweit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'h e voe miz Du 2025, 9/9.
Gwelet termenadur ar grafik. |
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)He fichenn FIDE
- ↑ (en)He fichenn FIDE
- ↑ Niveroù hervez listennoù Elo an FIDE. Mammennoù : (en) FIDE (prantad abaoe 2001) hag OlimpBase (prantad adalek 1971 betek 2001)