Zastava Arms
Neuz
Zastava Arms
| Tachenn obererezhioù | greanterezh armoù |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1853 |
| Oberennoù zo en dastumad | Bundeswehr Museum of German Defense Technology |
| Bro | Serbia |
| Furm lezennel | kevredad dre gevrannoù |
| Sez sokial | Kragujevac |
| Produ | arm-tan |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.zastava-arms.co.rs/ |
Zastava Arms (serbeg : Застава оружје, Zastava oružje) zo ur saver armoù-tan ha kanolierezh serbiat, diazezet e Kragujevac, Serbia. Krouet e voe e 1853, hag er memes bloavezh e oa bet savet e gentañ kanol gant an embregerezh. An embregerezh penn eo a-fed sevel armoù er vro ha produiñ a ra ul lodenn vat eus armamant nerzhioù difenn ar vro. Zastava Arms a brodu hag a ezporzh armoù lies e 40 bro disheñvel. E-touez e armoù brudetañ emañ ar Zastava M70, ur stumm lec'hel eus an AK-47, hag ar Zastava M53, un azasadenn eus an MG42.