Erwan Berthou

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yves Berthou)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Erwan Berthou
Erwan Berthou
Erwan Berthou
Anv pluenn Alc’houeder Treger, Erwanig, Kaledvoulc’h
Obererezh Barzh, arnodskridour, troour
Ganedigezh d'ar 4 a viz Gwengolo 1861
e Pleuvihan, Treger Bro-Dreger
Marv d'an 29 a viz Genver 1933
e Pleuvihan, Treger Bro-Dreger
Yezh skrivañ brezhoneg ha galleg
Oberennoù pennañ
Dindan dero an Drouized
Traoù ouzhpenn
Drouiz Meur Breizh (1904-1933)


Erwan Berthou pe Erwan Vertou (Yves Marie Berthou er marilhoù), ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1861 e kêriadenn Poull Poud, Pleuvihan, e Treger (Breizh) hag aet da anaon d'ar 27 a viz Genver 1933, e Pleuvihan ivez, a zo eil Drouiz Meur Breizh, barzh brezhonek ha gallek, troour hag un ijinour a-vicher. Pa oa bet degemeret evel barzh gant Gorsedd Kembre en doa kemeret Alc’houeder Tregerevel anv-barzh ha pa voe deuet da vezañ drouiz e Goursez Vreizh en doa kemeret Kaledvoulc’h evel anv-drouiz[1]. Meur a anv-pluenn a zo bet implijet gantañ : Eskalibor, Erwanig, Klaskevara ha reoù all c'hoazh.
E-touez ar re gentañ o deus kemeret perzh en Emsav kentañ eo-eñ. Unan eus diazezerien an nevezdrouizelezh e Breizh hag e Bro-Chall e voe ivez.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Erwan Berthou ha da Élisabeth Bidamant o doa un atant e kêriadenn Lan Canaf, adskrivet Nant Canaff gant ar skrivagner (Nant Kannañ [2]), ma oe ganet eno. Mont a reas a gloerdi bihan Landreger, da skolaj Lannuon ha da lise Nivet e Naoned. War an treloc'herezh (mécanique) e voe stummet hag en em engouestlas er Morlu gall hag e veajas kalz (Sina, Afrika, Antilhez). Teurel a reas e vrall, e 1891, en Havr-Nevez hag ez da Rochefort ha d'an Havr-Nevez en-dro (1896-1898) ma labouras war an tresañ greantel evit fardañ kaoterioù-lestr di.
Dimeziñ a reas gant Élisabeth Mézeray[3], ur C'hallez eus Honfleur[4], d'an 12 a viz Mezheven 1892.
E 1898 e teuas en-dro da atant e dud evit klask bevañ diwar al labour-douar. Entanet e oa gant Breizh, abaoe ma oa bet lisead e kemeras perzh e-barzh embregennoù Taldir hag ez eas da Eisteddfod Kêrdiz e Bro-Gembre, er bloaz-se. Degemeret e voe evel Bardd (Barzh) Enez Vreizh gant an anv-barzh Alc'houeder Treger. D'ar 1 a viz Gwengolo 1900 e roas e skoazell evit sevel [[Goursez Breizh|Gorsed Barzed Gourenez Breiz Vihan]] e Plouyann. Gant Taldir hag Alfred Lajat e lañsas Ti-Kaniri Breiz hag e kane gantañ.
Pa ne c'helle ket gounid e vuhez gant al labour-douar e voe rediet mont da Bariz evit labourat evel ijinour er stalioù Niclausse e 1900. E 1904, pa roas e dilez an Drouiz Meur Yann ar Fusteg, Erwan Vertoù a voe dilennet gant ar Goursez evit kemer e blas. Kemer a reas an anv-drouiz, Kaledvoulc'h, anv brezhonekaet kleze Arzhur (Excalibur). Drouiz Meur e chomas betek e varv, met, met, pa voe gwanaet e yec'hed war-dro 1925 e tivizas ar Goursez e vo Taldir e gannad hag e erlec'hiad da zont.
Dont a reas en e gêriadenn e 1917 evit gwerzhañ an atant ha chom en un ti bihan gant e wreg. Gant al leve hed-buhez diwar ar gwerzh e soñje tennañ o feadra da vevañ. Pa 'z eas al lur gall war ziskar e kollas e danvez hag e voe skoet e wreg gant ar c'hlañved follentez war an holl. Skoazellet e voe gant e vignoned bloavezioù-pad hag ul labour gopret a voe kavet ganto, mirour mirdi ar Ragistor nevez krouet e Penmarc'h. Ne voe ket tu dezhañ e seveniñ, rak e voe skoet gant ar seizi ken e chomas en e di hep bezañ sikouret gant e wreg diskiant hag ne voe diskoachet e marv a-raok tri devezh.

Oberezhioù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1898 e roas e anv evit sevel Kevredigez Broadel Breiz (KBB) a voe an aozadur politikel kentañ a lakae Breizh da vezañ ur danvez politikel, met e kuitaas anezhi e 1905. E 1912 e yeas gant Taldir hag darn vuiañ ar Varzhed evit grouiñ Unvaniez Arvor, un disrann da KBB.
Ezel eus ar skipailh bodet gant Taldir evit reiñ lañs d'an nevezdrouizelezh e Breizh. Diouzhtu e voe anvet da zrouiz, Alc'houeder Treger e anv-drouiz. Pa voe o chom e Pariz e c'hellas kaout darempredoù stank gant an Drouiz Meur, Yann ar Fusteg, un den gouizieg ha dedennet-tre gant mennozhioù nevez-drouizel ken e klaske roudoù relijion ar Gelted gozh. Diouzh-se e teuas da vezañ e ziskibl nesañ ha e warlerc'hiad.
“Skolaj ar Varzed” ne felle ket seblantout bezañ disfiz ouzh ar galloudoù ha ne c'helle ket tostaat ouzh ar vroadelouriezh hag an dizalc'hiezh. Pa savas ar Strollad Broadel Breizh kentañ (1911) e vanifestadeg e-keñver lid staliadur "delwenn ar vezh" e Roazhon e oa deuet ar Varzhed hag o Drouiz Meur ne voe aotreet da lavarout tra dezho. En e levr tabut, "Les Vessies pour des lanternes", e tisklêrias Erwan Vertou ar pezh en doa intentet da embann : "Deuet e voe e Barzhed Vreizh da gemer perzh e lidoù Roazhon evit embann o lealded e keñver Bro-C'hall… Holl ar Varzhed a gav dipitus ma n'eo ket bet douget d'ar wirionez istorel gant an arzour, pa ne voe biskoazh ha ne vo ket biken ur seurt emstumm gant Breizh… ".

Kelaouenner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un den a studi hag ur skrivagner puilh e voe Erwan Berthou ha fent a oa ganto ivez. Skrivas a reas meur a bennad e brezhoneg hag e galleg. Adal 1898 da 1904 e skrive ingal e-barzh La Résistance, ur gelaouenn sizuniek embannet e Montroulez a oa an an drouiz Alfred Lajat perc'henn ha rener anezhañ. Bep sizhun e skrive ur pennad brezhonek anvet Trouz ar Zunvez. Pa 'z eas Alfred Lajat da Garaez evit reiñ harp da Taldir evit sevel kelaouennoù nevez (Ar Vro hag Ar Bobl) a savas pennadoù, darn politikel, darn lennegel. Pennadoù evit Kevre Breizh hag An Oaled renet gant Taldir e 19280 a savas ivez. Dont a reas e geriadur klotennoù er-maez e 1938 e-barzh An Oaled.

Arroudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spered fall ar C'Hallaoued en euz c'houezed dre holl ar gasoni, ar brezel hag ar vuhez fall. Hag, evel a lavaren eun tammik huelloc'h, red eo ive d'ar Gall milliget lakaat e spered da redek en Breiz evit ma gollo ar Vretoned o peuc'h-spered hag o flijadur.

La Résistance, 10/10/1903, p. 1d

Ni fell d'imp kaout al librentez ar vrasa, lezel peb hini libr da ober seurt a gar, gant na rei ket a drouk d'e nesan ; tud ar C'Hreizteiz fell d'ezhe lakaat an holl dindan-e, lakaat an holl da sonjal ha da lavarout evelte ; da laret eo, lakaat an holl dindan o zreid. Mar eo diod awalc'h ar Galloued d'o c'hredi, waz evithe. Ni, Bretoned, ni ar Geltied, tud didrec'huz, ni na lezfomp ket ken lakaat hualou endro d'hon zreid.

La Résistance, 24/10/1903, p. 1d

Na zo nemet sellet petra zo c'hoarvezet lec'h zo leun a C'Hallaoued... Na zo ket falloc'h eget eur Breizad troet war hent an drouk. Piou en euz-han distroet diwar an hent mad ? Ar C'Halloued. Hogen ar C'Halloued n'ouzont ket ar iez brezonek, neuze 'ta eo ar iez gallek eo an hini n euz hadet an drouk en hon bro, pehini oa ken fur bete neuze. Gwasa enebourien hon euz eta, eo ar Gallek hag ar C'Halloued.

La Résistance, 23/07/1904, p. 1c

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Cœur breton, Godfroy, 1892. Barzhonegoù.
  • La Lande fleurie, Pariz, Lemerre, 1894. Barzhoneg
  • Les Fontaines miraculeuses, Pariz, Lemerre, 1896. Barzhonegoù.
  • Âmes simples, Pariz, Lemerre, 1896. Barzhoneg dramaek.
  • Dihun Breiz, Pariz, Le Dault, 1901, 16 p.[5], Moulerez Sant Gwilherm.
  • Dre an Delen hag ar C’horn-boud, Pariz, Le Dault, 1904, 214 P.[6], René Prud'homme, Moriz an Dault.
  • Triadennou Barzed Enez-Vreiz (troet diwar ar c'hembraeg e galleg hag e brezoneg),Pariz, 1906. Lennegezh kembraek kozh.
  • Istor Breiz hag ar Gelted (gant Abalor ha Pol Diverres), Pariz, Le Dault, 1910, 128 p.
  • Kevrin Barzed Breiz pe Reizadur ar Werzoniez Vrezonek, 1913.
  • Les Vessies pour des lanternes. Dans les coulisses du régionalisme breton… Pariz, E. Figuière, 1913. 248 p. Difenn ar Goursez
  • Avalou-Stoub, Gwengamp, Toullec et Geoffroy, 1914, 18 p. Barzhonegoù.
  • Lemenik skouer ar Varzed, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f. Romant evit enoriñ Yann ar Fusteg hag e oa ur mestr evitañ.
  • Irvin ha lore, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914. Barzhonegoù.
  • En bro Dreger a-dreuz parkoù. In : An Oaled-Le Foyer breton, 1927. Adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh, 1985.
  • Daouzek abostol, 1928.
  • Kaledvoulc'h, Dindan dero an Drouized, Pariz, Heugel, 1931, 143 f. Arnodskrid.
  • Noz Nedeleg, Pariz, Heugel, 1932.

Troidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992.
  • Thierry Châtel, Vie et œuvre d'Yves Berthou, Ingénieur, poète et... grand-druide (1861-1933), Brest, Éditions du Liogan, 1997. Tezenn verraet.
  • Francis Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 1900-1918, L. 1, Skol Vreizh, : 2001. p. p. 46-62.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton : XXvet-XXIvet kantved, Fouenant, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Bertou, Erwan
  • Georges Cadiou, Emsav : Dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Berthou, Yves Marie.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez reolennoù Goursez Vreizh, titl drouiz a veze un derez uheloc'h da vezañ roet d'ar Varzhed (ar skrivagnerien) hag an Oviz (ar reoù all).
  2. Canaff a zo ar furm gozh eus kannañ, hervez Albert Delahaye, Dictionnaire des noms de lieux bretons… p. 264.
  3. Mézeray war Geopatronyme
  4. Elisa Anatalie Amandine MESERAY war Geneanet
  5. Dihun Breiz
  6. Dre an Delen hag ar C’horn-boud
  7. Hostaliri Suratt