Yuzevegezh e Breizh
Ar yuzevegezh a zo ur relijion e Breizh abaoe pell. N'int ket bet niverus ar Yuzevien biskoazh er vro avat.
Istor ar yuzevegezh e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Testeniekaet eo bezañs yuzevien e Gwened e 465 pa voe berzet d'ar gristenien debriñ ganto e-giz ma oant kustum d'ober[1].
Yuzevien a oa o chom e kêrioù Breizh er Grennamzer, ha roudoù e c'haller kavout c'hoazh eus kement-se gant anvioù-lec'h evel, da skouer, "straed ar Yuzeveri" (rue de la Juiverie) e karter Bouffay e Naoned, e Gwenrann, e Legneg, er Groazig hag all, ha straed ar Yuzevien e Roazhon (betek 1844[2]) pe c'hoazh Sant-Maloù. Argaset e voe ar Yuzevien eus Dugelezh Breizh gant Yann Iañ e-pad Stadoù Breizh e Ploermael e 1240, evit lakaat termen d'an uzur. Aotreet e oa lazhañ didamall anezho ma ne oant ket evit kuitaat an dugelezh.
Marevezh modern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne gaver roud ebet eus bezañs ar Yuzevien a-raok un nebeud kantvedoù war-lerc'h. Adalek ar XVIvet kantved e boulc'has d'en em staliañ marc'hadourien yuzev e Breizh-Uhel, o tont eus Spagn ha Portugal. Embannet e voe un edit e Roazhon gant ar roue gall Loeiz XIII d'an 11 a viz Mae 1615 evit skarzhañ ar Yuzevien eus ar Rouantelezh, hag eus Breizh ivez eta. A-benn ar fin e voe roet ur statud gwirel gwelloc'h d'ar Brostestanted ha d'ar Yuzhevien e 1787 gant Edit Damant ar roue Loeiz XVI. Hag ar Vodadenn vonreizhañ a lakaas an ingalded a wirioù evit an holl e 1791.
Tro 1810 e oa un tregont familh yuzev bennak o chom e Breizh a-bezh, 11 den en Il-ha-Gwilun da skouer, e Roazhon ha Sant-Servan dreist-holl[3]. A-hed an XIXvet kantved e kreskas goustadik ar gumuniezh yuzev er vro.
IIIe Republik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An IIIe Republik a voe ur prantad merket gant an enepyuzevegezh e Bro-C'hall. Daoust ma chome dister an niver a Yuzevien e Breizh e c'hoarvezas daou zarvoud enepyuzev e buhez bolitikel hag intelektuel Bro-C'hall a voe liammet gant Breizh.
Un hini kentañ a voe eil prosez an ofiser Alfred Dreyfus e Roazhon e 1899, en afer vrudet Dreyfus. Ar prosez kentañ e 1894 a oa bet e Pariz, ha dirak an enkadenn bolitikel bras a oa e voe dibabet Roazhon evel lec'h an eil prosez gant ar varnerien peogwir e oa sellet outi evel ur gêr sioul ha peoc'hus, ha mirelour ivez. E Lise Émile Zola e voe dalc'het. Kondaonet e voe Dreyfus evit an eil gwech, met gant "digarezioù". Graet e voe un amoug da druez gantañ hag asantet e voe gant prezidant ar Republik Émile Loubet.
An eil darvoud a c'hoarvezas e 1938 er Vodadenn Vroadel. Birviñ a rae an hantergelc'h hag an tu enep a oa o huchal : « A bas les Juifs ! ». Neuze, o welout ar c'hannad eus Morbihan Paul Ihuel e respontas ar ministr Marx Dormoy : « Un juif vaut bien un Breton ! », ar pezh a lakaas tan d'ar Vodadenn. An Action Française (roueelourien eus an tu-dehoù pellañ hag enepyuzev) a gemeras an digarez evit ober ur skritell gant ar frazenn-se e bras. Ar Vretoned eta, hag en o zouez ar c'hannad Ihuel, a voe diratozh e kreiz an afer-se.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh an Eil Brezel-bed pa voe dalc'het Breizh gant an Alamanted e voe lakaet da dalvezout lezennoù enepyuzev ar gouarmanant gall. Ken abred hag an 22 a viz Gouere 1940 e voe tennet ar vroadelezh d'ar Yuzhevien broadet goude 1927, hag ul lezenn a voe embannet diwar-benn statud ar Yuzhevien d'an 3 a viz Here 1940.[Notenn 1] Evel e pep lec'h e voe lakaet diskred war ar Yuzevien, skrabet ha kaset da vervel evel ar familh Perper a veve e Menez Are, harzet e 1942 gant archerien Montroulez ha kaset da Sobibor ma varvjont holl[4]. Met lod all a voe kuzhet, sikouret ha savetaet memestra.
E Breizh e oa eus fromoù enepyuzev, evel en Europa a-bezh, ha tu oa kavout ul lodenn betek e skridoù an Emsav breton. E miz Du 1940, Yann-Vari Perrot a embannas ur pennad anvet "700 vloaz a zo ar Yuzevien a voe stlapet er maez eus Breiz" hag a echue gant ar frazenn "setu dres ar peza glasker d'ober dezo adarre bremañ un tamm, e holl broioù an Europ" [5]. E L'Heure Bretonne, kazetenn Strollad Broadel Breizh e veze kavet pennadoù enepyuzev evel en niverenn 52 eus ar 5 a viz Gouhere 1941 ha titlet "Penaos en em zifennas Breizh a-enep ar yuzevien". Ul lodenn eus ar genlabourerien evel Théophile Jeusset pe Youenn Drezen a oa enepyuzevien.[6] [7]
Eus un tu all e oa lod broadelourien hag o devoa klasket saveteiñ yuzevien evel Frañsez Debauvais hag ar familh Levi eus Bruz, Yves Delaporte (breur Remont ar Porzh penn ar PNB) hag Hermann Bickler (broadelour kenlabourer elzasian) evit ar familh Mazeas.
Bretoned a zo bet anvet Reizh a-douez ar broadoù gant Yad Vashem evit bezañ saveteet Yuzevien e-pad an Eil Brezel-bed[Notenn 2], evel Anne Beaumanoir da skouer.
Al lec'hioù azeuliñ e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un nebeud sinagogennoù a gaver e Breizh e lec'h-mañ-lec'h. Savet e voe sinagogenn Naoned e 1870, hent-dall Kopernik. Bevañ a ra diouzh al lid sefarad dre ma teu ar brasañ-niver eus ar feizidi eus Afrika an Norzh. Ur c'honsistor a zo ivez. E Roazhon ez eus ur sinogagenn vodern digoret e 2002 alez Menez-Dol, evit ur c'hant familh bennak. E Brest ez eus bet savet ur greizenn-gumuniezh gant un tregont familh bennak. Un orator a zo en Oriant.[3]
Gwelet ivez ar garrez yuzev e pennad "Bered Trugarez" Naoned.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Les Juifs en Bretagne (Ve-XXe siècles)" gant Claude Toczé, gant kenlabour Annie Lambert, 2006, Presses universitaires de Rennes (ISBN 978-2-7535-6556-2).
- "Arthur et David – Bretons et Juifs sous l’occupation" gant Yves Mervin, 2011, Yoran Embanner.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Jérôme Enez-Vriad, « Sonia Gameroff : « La communauté juive bretonne c’est un peu la hutte d’Assurancetourix dans le village gaulois d’Astérix » », Bretagne Actuelle, 04.04.2017. Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2022
- ↑ lenn enlinenn "Les Juifs en Bretagne" gant Claude Toczé, Annie Lambert, rann 2.
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Marc Knobel, « Une petite histoire des Juifs en Bretagne », Blog du Crif / Histoire, 03.03.2020. Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2022
- ↑ (fr) POSTIC, Marie-Noëlle. Sur les traces perdues d'une famille juive en Bretagne. Spezed: Coop Breizh, 2007 (ISBN 978-2-84346-301-3)
- ↑ Feiz ha Breiz, Du-Kerzu 1940, sinet Yann-Vari Perrot.
- ↑ L'Heure Bretonne, 12 a viz Meurzh 1944 : « Français ? N’importe quoi ! » Des Polonais par ci, des Italiens par là, des Espagnols, des Arméniens, des Bicots d’Algérie, et des Juifs, bien sûr, — non que ces gens-là soient plus nombreux de tous mais à cause de leur ruse.
- ↑ "gant Gaolisted zo, heñvel ouzh Abraham..."