Yuzev-kristen
An droienn yuzev-kristen a vez implijet evit ober anv eus un hollad savet gant kristeniezh ha yuzevegezh lakaet asambles, d'ober dave da wriziennoù yuzev ar gristeniezh, da zegemer er relijion gristen ar skriturioù yuzev a ya d'ober an Testamant Kozh e Bibl ar gristenien, pe d'ober dave da dalvoudegezhoù sañset bezañ boutin d'an div relijion. An droienn yuzev-kristen a oa deuet war-wel en XIXvet kantved, da gentañ, evel doare da envel ar yuzevien aet da gristenien. Abeg zo bet kavet en droienn-se, dreist-holl gant prederourien yuzev, dre ma vije diazez ha kendalc'h kredennoù teologiezh an erlec'hiañ ; rebech a reont ivez d'an droienn mont hebiou an diforc'hioù diazez a zo etre preder, teologiezh, sevenadur ha lidoù ar yuzevien hag ar gristenien.
E Stadoù-Unanet Amerika, an droienn a oa bet implijet e-leizh da vare ar Brezel Yen evit klask unvaniñ identelezh ar vro enebet ouzh ar bed komunour