Yudazerezh
Neuz
yudazerezh
| Iskevrennad eus | military deception, torfed brezel, treitouriezh |
|---|---|
| Rann eus | military law |
E kenarroud ar brezelioù, yudazerezh a vez graet eus un doare taktik touellerezh lec'h ma vez unan eus an tuioù engouestlet oc'h ober van da vezañ a feiz vat, evel pa vez kinniget un harz d'ar stourm (da skouer, hejañ ur banniel gwenn), met e gwirionez ez eo awenet gant ar c'hoant da derriñ an harz-se evit tennañ ur gounid. Ar pal zo neuze lakaat an enebour da grediñ e c'hell en em ziskouez, diskenn an armoù evit degemer an dud sañset d'en em rentañ, padal en em lak e dañjer.
Ar yudazerezh a vez gwelet evel un torr eus gwir ar brezel dre ma vez breskaet ar gwarezioù a zo da vezañ etre an tuioù engouestlet, soudarded kement ha trevourien.