Yonkoma
Yonkoma manga (japaneg : 4コマ漫画 "manga 4 c'hombod") zo ur stumm bannoù-treset japanek fentus, ennañ 4 c'hombod a-vent an eil re gant ar re all aozet hervez ur framm anvet kishōtenketsu (起承転結).
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An treser Kitazawa Rakuten (1876-1955), hag a voe ar c'hentañ mangaka a vicher, a embannas ar c'hentañ manga er stumm yonkoma e 1902[1]
Framm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kishōtenketsu eo framm hengounel ur manga er stumm yonkoma.
Peder arouezenn a ya da sevel an anv kishōtenketsu :
- ki (起) : ar c'hombod kentañ, a ziskouez diazez an istor ;
- shō (承): an eil kombod, a zo deveret diouzh ki ;
- ten (転) : an trede kombod, a zo barr an istor, ma c'hoarvez un darvoudenn dic'hortoz ;
- ketsu (結) : ar pevare kombod, a zo dibenn an istor, un heuliad eus ten[1].
Eus al laez d'an traoñ e vez ar pevar c'hombod peurliesañ. A-wechoù avat e vezont treset a zehou da gleiz ; raloc'h eo ar stumm 2 + 2, da lavarout eo 2 gombod a zehou da gleiz el laez ha daou all en traoñ, kement-se holl hervez stumm ar gazetenn pe al levr ma vez embannet ar manga.
Embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hogozik en holl zoareoù embannadurioù moullet e Japan e kaver bannoù-treset er stumm yonkoma : kazetennoù, magazinoù manga, reoù c'hoarioù pe keginañ, romantoù treset, hag all. Er pevar c'hombod e vez kontet an istor peurliesañ, met a-wechoù ez eo ar yonkoma an diazez da istorioù hiroc'h.
Ne vez ket atav fentus ar bannoù-treseter stumm yonkoma, pa c'hellont plediñ gant dodennoù sirius (met gant un tamm fent bepred).
Gwech ha gwech all e kaver ur yonkoma e dibenn ur manga hir pe ur pennad anezhañ, kinniget evel ur fentigell da echuiñ an istor.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) Mangaka Magazine
