Yezhoù Kolombia
Soñjal a reer e vez komzet 65 yezh indian e Kolombia. Etrezo-holl ez a ar yezherien anezho d'ober war-dro 1 % eus poblañs ar vro hepken. Meur a gumuniezh indian he deus kollet he yezh c'hoazh. Unyezhegerien spagnolek eo an 99 % eus poblañs ar vro.
An div yezh indian komzet ar muiañ eo an Nasa yuwe (Paezeg) e departamant Cauca e mervent ar vro hag ar Wayuu e gourenez La Guajira e biz ar vro war an harzoù gant Venezuela.
Statud lezennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude kantvedoù a zispriz eo krog kevredigezh Kolombia d'en em zigeriñ ouzh he liesseurtegezh. Sellet e vez muioc'h-mui gant kefredourien ar vro ouzh ar c'humuniezhioù indian evel ouzh ur binvidigezh. E 1991, e-ser degemer ar vonreizh nevez, eo bet anavezet ar yezhoù indian ent ofisiel evit ar wech kentañ. Meur a vellad er vonreizh a denn da liesseurtegezh ar vro ha d'he yezhoù. Evel-se eo deut bonreizh Kolombia da vezañ unan eus ar bonreizhioù gwellañ e Latinamerika evit ar pezh a denn d'an doujañ da wirioù ar pobloù engenidik. Sezoù dre ret zo bet miret er Breujoù evit dileuridi ar minorelezhioù etnek. Dreist-holl e c'hallomp lakaat war wel ar melladoù a-is
- Mellad 7
Anavezout ha gwareziñ a ra ar Stad liesseurtegezh etnek ha sevenadurel broad Kolombia.
- Mellad 10
Ar c'hastilhaneg eo yezh ofisiel Kolombia. Ofisiel eo ivez yezhoù ha rannyezhoù ar strolladoù etnek el lec'hioù ma vezont boazet. Divyezhek e vo ar c'helenn a vo kaset da benn er c'humuniezhioù ganto un hengoun yezhel dezho o-unan.
- Mellad 68
[...] izili ar strolladoù etnek a vo ar gwir ganto da gaout un deskadurezh a zouj d'o identelezh sevenadurel.
Diwar c'houlenn kuzulierezh ar brezidantelezh ez eus bet troet lodennoù eus bonreizh 1991 e 7 yezh indian gant harp skol-veur an Andoù : e Wayúnaiki, Nasa Yuwe, Gwambiaeg, Ika, Camentsa, Inga ha Cubeo
Aouezel-kenañ e chom an anaoudegezh-se avat rak, e gwirionez, n'emañ ket ar Stad kolombian e-tailh da seveniñ ar pezh a embann ar vonreizh. Douzh an tu all, eo gwriziennet don er bobl ar santimantoù gouennelour a-enep d'an Indianed gwelet alies e-giz "gouezidi" hep tamm sevenidigezh ebet.
Stad ar yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'ar brezel diabarzh zo oc'h ober e reuz e Kolombia abaoe ar bloavezhioù 50 e chom bresk-kenañ stad an Indianed er vro ha hini o yezhoù da-heul. Ingal e vez muntret pennoù an emsavioù indian, argaset e vez kumuniezhioù a-bezh er-maez eus o bro, rediet e vez an dud da zilezel o douaroù evit mont war-du douaroù distruj an uhelennoù. Evit gwir, n'eus yezh ebet a vefe asur hec'h amzer da zont. Un nebeud kumuniezhioù zo krog gant ar c'helenn divyezhek, dreist-holl e-touez ar Wambiaed, er C'hauca. Alies-kaer e vez kaset programmoù kelenn dre ar yezhoù indian gant misionerien brotestant a orin eus ar Stadoù-Unanet. Oberiant-kenañ eo bet ar gevredigezh Summer Institute of Linguistics (SIL) e Kolombia, da skouer. War zigarez studiañ ar yezhoù indian e kasont da benn ul labour avieliñ e gwirionez. Meur a gumuniezh indian a glask kaout an dizober anezho.
Deskrivañ ha rummata
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket bet deskrivet holl yezhoù Kolombia evit c'hoazh hag un toullad anezho zo e riskl bras da vont da get er bloavezhioù tost. E dibenn an XXvet kantved ez eus bet lañset gant Skol-veur an Andoù e Bogotá ur programm klok evit deskrivañ holl yezhoù indian ar vro gant ur sell skiantel ha yael ha neket gant ur sell antropologour yen ha distag. Ar pal eo mont war-raok hag, en tu all d'an deskrivañ, emañ ganto ar soñj da grouiñ binvioù pedagodel evit suraat amzer dazont ar muiañ a yezhoù posupl. Ouzhpenn kas studierien da studiañ ar yezhoù e vez klasket stummañ indianed eus pep kumuniezh war ar yezhoniezh ivez evit ma kemerfent perzh int o-unan e deskrivadur o yezhoù hag e savidigezh ur standard skrivet evito. War-raok kalz eo aet an anaoudegezh eus yezhoù ar vro abaoe ar bloavezhioù 1980
Roll yezhoù indian bev e dibenn an XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notenn : alies, dre ziouer a ditouroù, ez eus bet graet er roll-mañ gant anv boas ar pobloù e spagnoleg evit envel o yezhoù. Ouzhpenn yezhoù e vo kavet rannyezhoù er roll-mañ ivez.
War an harzoù gant Perou
- Bora
- Búe
- Coreguaje
- Coreguaje-Karijona
- Coreguaje-Tama
- Fã-ãi
- Imihita
- Inga
- Kamseg (pe Camsá, Camentsa)
- Kofán
- Macaguaje
- Mika
- Minika
- Miraña
- Muinane-Bora
- Nipode
- Noferuene
- Nonuya
- Nonuya-Bora
- Ocaina
- Siona
- Witoto
- Gwambiaeg (Guambiano e spagnoleg)
- Totoroeg (rannyezh wambiaek met gwelet evel ur yezh disheñvel gant ar yezherien)
- Nasaeg (Nasa yuwe e yezh ar vro)
Koadeg a-hed aod ar Meurvor Habask
Gourenez ar Guajira
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wayúnaiki (Guajiro e spagnoleg)
Nepell eus an harzoù etre Kolombia, Brazil ha Venezuela
E biz ar vro
- Bara
- Barasano
- Carapana
- Carijona
- Cubeo
- Desano
- Jupda y cacua
- Kabiyarí
- Letuama
- Yuhup (pe Maku)
- Makuna
- Mirití-Tapuya
- Papiwa
- Piratapuyo
- Siriano
- Taiwano
- Tanimuka
- Tariano
- Tatuyo
- Tukano
- Tuyuca
- Ubde y Bara
- Wanano
- Yahuna
- Yurutí
- Yurutí-tapuya
E biz ar vro, er goadeg
- Kawillarí
- Letuama
- Maku
- Makuna
- Yukuna (komzet gant ar Yukunaed hag ar vMatapied bet kollet o yezh ganto)
- Tanimuka
- Urumi
- Yáuna
- Kwaiker (Awa, Aguas)
- Barí (pe motilón e spagnoleg), war an harzoù norzh etre Kolombia ha Venezuela, e kornôg Lenn Maracaibo
Plaenennoù ar reter (Llanos orientales)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Achagua
- Betoye (adstummoù : Betoi, Jirara)
- Cuiba
- Guayabero (adstummoù niverus : Mitua, Bisanigua, Cunimía)
- Hitnu
- Piapoco (adstummoù :Yapaco, Cuipaco)
- Pumé (anv all : Yaruro)
- Sáliva (adstummoù niverus :Saliba, Salliba, Salibi, Saliva)
- Sikuani (adstummoù niverus : Guahíbo, Guajibo, Uajiba...)
- Tinigua
- Tunebo
- Wamone
- Woteche (Piaroa e spagnoleg)
- Ika (adstumm : Arhuaco)
- Kankuama
- Kogi (adstummoù : Cogui, Kougi, Kágabba)
- Sánha (adstummoù niverus eus o anv en o zouez : sanká)
- Chimila (adstummoù niverus : Šimiša, Chimile, Simsa, Shimizya), su ar Sierra Nevada
- Yuko-Yukpa, war an harzoù etre Kolombia ha Venezuela
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Introducción a la Colombia Amerindia; Instituto Colombiano de Antropología; 1987.
- Nupirau Nu Wamwan Trek Køntrai Isua pørik, Apartes de la constitución política de Colombia - 1991- en Guambiano; Universidad de Los Andes.