Yezhoù kreolek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yezh kreolek)

Ur yezh kreolek a zo anezhi ur yezh pidgin diorroet a-hed an amzer ha deuet da vezañ yezh kentañ, pe c'hoazh yezh nemeti, ur strollad tud.

Abalamour da istor trevadennerezh un nebeud broioù eus Europa emañ diazezet an darn vrasañ eu yezhoù kreolek ar bed war ar saozneg, ar portugaleg, ar galleg hag ar spagnoleg gante ur substrat o tont eus ur yezh lec'hel bennaket.

Yezhoù eeun eo ar yezhoù pidgin savet war ar prim gant tud na ouzont ket yezh ur strollad tud all hag a rank mont e darempred gante e mod pe vod.

Ma teu ur yezh pidgin da vezañ ur yezh kreolek avat e vez diorroet ganti ur yezhadur leun ha stabil, dreist-holl dre ma vez desket ar yezh pidgin-se gant ar vugale da yezh kentañ dezhe. N'eo ket dre ret e teufe pep yezh pidgin da vezañ ur yezh kreolek koulskoude, ha mervel a c'hellont ober a-raok bezañ bet desket hag implijet da yezh kentañ gant den.

Perzhioù boutin ar yezhoù kreolek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre studial meur a yezh kreolek dre ar bed e voe diskwelet gant enklaskerion evel Derek Bickerton da skouer ez int heñvel a-walc'h an eil ouzh eben e-keñver o yezhadur. Gant lod e vez implijet ar perzhioù boutin-se kenetreze evit arguzenniñ ez eo gwir damkanoù ar yezhadur hollek. Lod all, avat, a lâr ez eo anat e vefent damheñvel o tont evel m'emaint eus yezhoù europek, heñvel a-walc'h d'o zro en ur arguzenniñ ez eo disheñvel a-walc'h ar yezhoù kreolek hep diazez europek evel an nubieg pe ar sangoeg.

Setu ur roll eus un nebeud yezhoù kreolek e-touez ar re vrudetañ:

Kreolegoù arabek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nubieg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet war an arabeg ha krouet en XIXvet kantved gant soudarded o tont eus ar Soudan e Kenya hag e Ouganda.

Kreolegoù nederlandek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div yezh kreolek diazezet war an izelvroeg a veze komzet e Guyana: kreoleg Berbice ha kreoleg Skepi. Marv eo an eil hag o vervel emañ eben.

Kreolegoù saoznek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bislama[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh vroadel Vanuatu eo ar bislama (anvet a-raok Bêche-la-mar).

Tok Pisin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e Papoua-Ginea Nevez.

Kreoleg Strizh-mor Torres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet evel yezh kentañ gant poblañs Strizh-mor Torres.

Kreoleg Jamaika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaozeet e Jamaika.

Kreolegoù gallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreoleg Haiti[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e vez Kreyol ayisyen' e Haiti dreist-holl.

Kreoleg Maoris[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet evel yezh kentañ gant 80% eus poblañs Maoris.

Kreolegoù an Antilhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a rannyezh kreolek disheñvel a vez komzet e Martinik, Gwadeloup, Dominika, ha Saint-Lucia.

Kreolegoù alamanek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unserdeutsch[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet dreist-holl e Papoua-Ginea Nevez hag e biz Aostralia. War-nes mervel emañ.

Kreolegoù portugalek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreoloù ar C'hab Glas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a rannyezh kreolek a vez komzet er C'hab Glas, diazezet war substratoù o tont eus yezhoù afrikanek disheñvel.

Kreolegoù São Tomé ha Príncipe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir yezh kreolek diazezet war ar portugaleg a vez komzet e São Tomé ha Príncipe: Forro, Lunguyê ha Lungua N'golá. Ur substrat bantu he deus Lunga N'Golá.

Kriol (pe Crioulo)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar yezh kreolek kentañ diazezet war ar portugaleg. Komzet e vez e Ginea-Bissau e-lec'h ma talvez da lingua franca hag ivez e Senegal.

Papiamento[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e Aruba, Curaçao, Bonaire. Levezonet gant ar spagnoleg ivez.

Kreolegoù portugalek-saoznek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saramakeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e Surinam. Disheñvel-tre eo deuet ar yezh kreolek-mañ da vezañ e-keñver ar yezhoù orin hag e oa bet savet diwarne. Diorroet he deus ar yezh-mañ ur sistem tonioù zoken.

Sranan Tongo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e Surinam.