Yer Gentieg
| Iskevrennad eus | poultry |
|---|---|
| Bro orin | Frañs |
| Product certification | Lec'h orin gwarezet |
Arabat droukveskañ gant ar ouenn yar Gentieg.
Yer Gentieg zo yer gant ul Label ruz, savet dindan an amzer e Bro-Roazhon ha tro-wardro[1]. Un anvadur Lec'h orin gwarezet (LOG) o deus abaoe 1996[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enezi lart Gentieg a veze kaset da Naoned ha Roazhon en XVIIIvet kantved. E 1900 e vezent gwerzhet e marc'had Gentieg, an hini brasañ e Bro-Roazhon d'ar mare-se.
Sevel ha produiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul Lec'h orin gwarezet o deus yer Gentieg peogwir ez eus bet heuliet ur politikerezh evit derc'hel ar produerezh lec'hel. Evit bezañ stampilhet yer eus « Gentieg » e tleont bezañ savet gant ur produer ezel eus kevelouri menajerien Gentieg ha bezañ o chom en Il-ha-Gwilen pe unan eus ar c'hantonioù nes. E-barzh kevelouri menajerien Gentieg ez eus ouzhpenn 170 produer, staliet e gevred an departamant evit al lodenn vrasañ anezho, ar pezh a ra tro-dro 350 kludeg. 75 % eus ar saverien zo war-hed 15 kilometr tro-dro Gentieg.
Dont a ra an holl yer-se eus skodoù gorrek o c'hresk. Ar penn-yar feurm label ruz zo ur penn-yar savet dindan an amzer e-pad 81 deiz maget gant edaj, hag a gaver a-hed ar bloaz. Savet e vezont gant ur stankted a 11 penn-yar/m² evit kregiñ.

Ar c'habon feurm label ruz zo ur par spazhet, savet dindan an amzer e-pad 150 deiz ha maget gant laezh-dienn e-pad ar 4 sizhun diwezhañ[3]. Maget e vez gant edaj ivez met kavet e vez e dibenn ar bloaz hepken.
Ar yar-Indez feurm a vez savet e-pad 140 deiz ha kavet e vez e dibenn ar bloaz hepken. Eus he zu, ar skilyar feurm a vez savet e-pad 94 deiz da nebeutañ ha kavet e vez a-hed ar bloaz.
Savet e vez ar yer e savadurioù difiñv 400 m² a c'horread dezho. Ur park kloz gant gwez zo evit lakaat ar yer da redek er-maez, e-tro un hektar a c'horread dezhañ. Trapoù zo lakaet evito en un tu eus ar savadur.
Abaoe 2009 ez eus gwarantet gant kevelouri menajerien Gentieg ur magadur hep ODG (<0,9%) ha diwar edaj.
Bremañ e ra kevelouri Gentieg pennoù-yar bio savet dindan an amzer e-pad 81 deiz da nebeutañ.
Astalet e c'hall bezañ diferadennoù zo eus kaier ar c'hargoù al LOG evit abegoù yec'hedel evel evit stourm a-enep skignadur grip an evned e miz Du 2023[4].
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stank eo rummad ar yer Label ruz produet gant menajerien Gentieg : ar penn-yar feurm, ar c'habon feurm, ar c'habon skilyar feurm hag ar yar-Indez furm. Etre 80 000 ha 100 000 yar a vez produet bep sizhun, muioc'h e dibenn ar bloaz gant ar yer-Indez hag ar c'habonoù evit gouelioù Nedeleg hag ar bloaz nevez[5].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn penn-yar Gentieg
- ↑ Volailles de Janzé IGP sur eAmbrosia e ec.europa.eu
- ↑ Kaier ar c'hargoù Yer Gentieg LOG e ec.europa.eu, 12/1993
- ↑ (fr)Diferad eus an 3 a viz Genver 2024 war daskemm berrbad kaier ar c'hargoù al lec'h orin gwarezet (LOG) « Yer Gentieg »
- ↑ Savourez la Bretagne - IGP Volailles fermières de Janzé e www.savourezlabretagne.com