Yarovam Iañ

Eus Wikipedia
Yarovam o sevel daou leue aour (Bible Historiale, Den Haag -1372)

Hervez an Tanac'h e oa Yarovam[1]((hebraeg: יָרָבְעָם Yārāḇə‘ām; gresianeg: Ἱεροβοάμ Hieroboam) mab Nevat, un Efratiad eus Sereda, ha Seroua. Ofisour oa e lez Salaun, roue Israel.

Treuzkaset e voe dezhañ gant Ahiya, profed eus Shilo komz Doue : « Ez an da zifregañ ar rouantelezh eus dorn, ha da reiñ dit dek meuriad.  Ur meuriad en devo; abalamour d'am servijer David, hag abalamour da Jeruzalem, kêr bet dibabet ganin a-douez holl veuriadoù Israel.»[2]

Rak, kounnaret oa Doue ouzh Salaun, « rak diheñchet oa bet e galondiouzh an Aotroù, Doue Israel », hervez 1R 11, 9.

Klask a reas Salaun lakaat Yarovam d'ar marv met tec'hout a reas hemañ da Egipt.

Pa varvas Salaun e vodas Rehovam, e vab ar bobl e Shec'hem . Dont a reas Yarovam davetañ evit kinnig un emglev. Nac'het e voe gant Rehovam.

« Ha setu, pa glevas holl Israel e oa distroet Yarovam, e kasjont d'e gervel d'an emvod, hag e rejont anezhañ roue war holl Israel ; ne voe o heuilh tiegezh David nemet meuriad Yehouda, e-unan. »[3]

Ren a reas e Tirsa etre 931 KJK ha 910 KJK hervez Kentañ Levr ar Rouaned.

Bodañ a reas Rahovam « holl diegezh Yehouda ha meuriad Binyamin evit ober brezel da Yarovam met e voe dizaliet gant Shemaya, den Doue. (1R 11, 21-24).

Gant aon e tistrofe ar bobl da diegezh David ma kendalc'hjent da ober aberzhioù da Zoue Israel e Jeruzalemm e savas Yerovam idolennoù e Bet-El hag e Dan hag e lavaras d'ar bobl oc'h azeuliñ.(1R 11, 26-33).

« […] ne zistoas ket Yarovam diwar an hent fall, hag ez adkrogas dao ber, gant hiniennoù eus ar bobl, beleion an uhellec'hioù : an hini en deveze c'hoant, e veze karget e zorn, hag e veze beleg an uhellec'hioù. An dra-se a oa pec'hed tiegezh Yarovam, hag evit se e voe rasket, distrujet diwar c'horre an douar. »[4]

Nadav, e vab, a renas war e lerc'h.

Hervez Kentañ Levr ar Rouaned e voe diskaret Nadav gant Baasha, mab Ahiya, en doa iriennet en e enep. Lazhet e voe Nadav gantañ ha diskaret holl diegezh Yarovam « hervez komz an Aotroù  lavaret gant e servijer Ahiya, ar Shiloniad, en abeg da bec'hedoù Yarovam, en devoa graet en ur lakaat Israel da bec'hiñ hag hegasiñ an Aotroù, Doue Israel.»[5]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Jeroboam" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 308
  2. {br}1R 11, 31-32, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 148
  3. {br}1R 12,20, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 150
  4. {br} 1R 13, 33, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 151
  5. 1R 15, 29-30, Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, p 154