Yann ar Badezour e-tal ar feunteun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Yann ar Badezour e-tal ar Feunteun , gant Caravaggio. Goude ma'z eus dizemglev da c'houzout piv eo livour ar Yann-Vadezour-mañ e kaver doareoù heñvel dezhañ ouzh re ar C'hupidon kousket, anavezet ha testeniekaet evel un oberenn da Garavaggio.

Emañ Yann ar Badezour e-tal ar Feunteun en un dastumad prevez e Valetta, en enez Malta. Abalamour da se n'eo ket bet gwelet na studiet kalz gant an arzvarnourien . Gouez da John Gash eo diwar zorn Caravaggio, abalamour d'an heñvel ma'z eo livet ar c'hig amañ hag e Kupidon en e gousk, a zo sur da vezañ graet gant Caravaggio p'edo o vevañ e Malta.