Yann ar Badezour, Galleria Nazionale d'Arte Antica, Roma

Eus Wikipedia
Yann ar Badezour er gouelec'h, gant Caravaggio, Galleria Nazionale d'Arte Antica, Roma
Yann ar Badezour, gant Andrea del Sarto, 1528. Palez Pitti, Firenze - un oberenn-skouer da g-Caravaggio, gant an hevelep doare da implij an diadreñv hag an arouezioù.

Sede unan eus an daou Yann ar Badezour livet gant Caravaggio war-dro 1604 (e 1605 marteze). Emañ bremañ e dastumad ar Palazzo Corsini a weler er Galleria Nazionale d'Arte Antica[1]. Evel ar Badezour graet evit Ottavio Costa n'eus bet laosket arouez ebet gant an dudenn, gouriz ebet, kroc'hen ebet, hag ar groaz nevez nemet damwelet. Teñval eo an diadreñv, ma teu an arvester da grediñ e chom e-maez an istor.

Ne oa ket ar c'hentañ arzour da ziskouez ar Badezour en e noazh, ha graet e oa bet gant livourien all Leonardo da Vinci, Raffaello, Andrea del Sarto, ha meur a hini all c'hoazh. Met gant Caravaggio ez eus ouzhpenn un doare tostoc'h d'ar gwirvoud, ha reuzeudigezh ne vez ket pell. Yann, gantañ, a zo rous e chouk hag e zaouarn, evel ur c'houer, ha gwenn e vruched, ma welomp ur gwir baotr, diwisket evit al livour, ha n'eo ket un dremm dibersonel, evel ar Yann taolennet gant Raffaello, re-bar d'e aelez. N'eus nemet goulenn piv eo ar paotr-se ha kenkent e stokomp ouzh gwirionez an daolenn hag e teu soñj eus Roma en amzer Caravaggio.

Ar buhezskridour Peter Robb a veneg gerioù Montaigne diwar-benn Roma evel kêr an aouaregezh hollvedel.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]