Yann Le Cun
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall, Stadoù-Unanet ![]() |
Anv ganedigezh | Yann Le Cun ![]() |
Anv-bihan | Yann, André ![]() |
Anv-familh | Le Cun ![]() |
Anv | Yann LeCun, Yann Le Cun ![]() |
Deiziad ganedigezh | 8 Gou 1960 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Soisy-sous-Montmorency ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | software engineer, electrical engineer, stlennegour, artificial intelligence researcher, kelenner ![]() |
Tachenn labour | stlenneg, deep learning, naouegezh artifisiel ![]() |
Implijer | Meta Platforms, New York University, Bell Labs, Collège de France, New York University Tandon School of Engineering ![]() |
Bet war ar studi e | ESIEE Paris, skol-veur Pierre ha Marie Curie, University of Toronto, Sorbonne Université ![]() |
Rener tezenn | Maurice Milgram ![]() |
Emezelet ouzh | Facebook AI Research ![]() |
Relijion | dizoueegezh ![]() |
Ezel eus | Akademiezh vroadel ar skiantoù, ACM EUROPE ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://yann.lecun.com ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.technologyreview.com/2022/06/24/1054817/yann-lecun-bold-new-vision-future-ai-deep-learning-meta/?utm_source=pocket-newtab-global-en-GB ![]() |
Yann André Le Cun[1], skrivet LeCun alies[2], bet ganet d’ar 8 a viz Gouere 1960, zo ur skiantour gall ha stadunanat[3] arbennigour war an intent artifisiel.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e Soisy-sous-Montmorency, e-kichen Pariz, en ur familh a orin eus Gwengamp[2].
E 1983 e tapas un diplom ijiner eus ESIEE Pariz, hag e 1987 e reas un dezenn war ar rouedadoù neuron e skol-veur Pierre et Marie Curie. Ur post-doktorelezh renet gant Geoffrey Hinton a reas e skol-veur Toronto e-pad ur bloavezh.
Red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1988 ez eas da labourat evit Bell Labs war ur meziant digejañ optikel eus an arouezennoù a zo bet implijet evit lakaat ardivinkoù da ober war-dro chekennoù dornkrivet.
E 2003 e teuas da gelenner hag enklasker e skol-veur New York.
E 2013 e kendiazezas hag e renas Meta AI, un embregerezh perc’hennet gant Meta a gas enklaskoù war an intent artifisiel.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Priz Turing (2018)[4]
- Marc’heg al Lejion a enor (2019)[1]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Décret du 31 décembre 2019 portant promotion et nomination dans l'ordre national de la Légion d'honneur. JORF (2021).
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Fun Stuff. Yann LeCun.
- ↑ Yann LeCun, le temps des machines. Libération (Gwengolo 2015).
- ↑ (fr) Le français Yann LeCun un des 3 lauréats du prix Turing 2018. Le Monde informatique (2019).