Yann Gere

Eus Wikipedia

Yann Gere, pe an Aotrou Quere pe Barz Kastelfidardo, Jean Quéré e galleg (Plouenan, 15 a viz Meurzh 1825 - Kastellin, 24 a viz Gwengolo 1898) zo ur beleg breizhat hag a oa person e Kastellin en XIXvet kantved.

Skrivañ a reas sonioù brezhonek. Gantañ e voe savet ar ganaouenn hollvrudet Matilin an Dall.

Ur prezeger dispar e oa ha dastumet e voe e sarmonioù gant e gure, Kristof Jezegoù, hag o embannas e 1902 en ul levr anvet Sarmoniou an Aotrou Quere.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kanaouennou Kerne, 1900
  • Sarmoniou an aotrou Quere, dastumet ha renket gant an aotrou Kristof Jezegou, cure e Castellin, 1906