Yann-Wilhoù Herri

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yann-Wilhou Herri)
Yann-Wilhoù Herri
Anv ofisiel Jean-Guillaume Henry
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh d'ar 14 a viz Kerzu 1803
e Mellag, Kernev Kernev,
Breizh Breizh
Marv d'ar 12 a viz Genver 1880
e Kemperle, Kernev Kernev,
Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg


Yann-Wilhoù Herri, pe Iann-Wilhou Herry[1], (Jean-Guillaume Henry), ganet d'ar 14 a viz Kerzu 1803 e Mellag ha marvet d'an 12 a viz Genver 1880 e Kemperle, oa ur beleg ha yezhour breizhat eus Kerne-Izel.

Ganet e oa en un tiegezh dalc'het gant e dad, a oa maer. Tomm e oa e dud ouzh ar relijion hag ouzh ar renad kozh. Studiañ a reas e Kemper kent bezañ beleget e 1828. Kaset e voe da gure da Lesneven. Fall e oa e yec'hed, ha kaset e voe da aluzener da ospital Kemperle.

Amzer en doa da skrivañ, ha treiñ a reas buhez sant Izidor e brezhoneg, embannet e 1839, ar bloaz ma voe embannet Barzaz Breiz Kervarker. Hervez Fañch an Uhel hag Anatol ar Braz eo Herri e oa gwir oberour ar Barzaz Breiz, evel en dije lâret Kervarker da F. an Uhel e 1890 hervez un disklêriadur skrivet gant F. an Uhel war gein ur golo-lizher.

A-dra-sur eo bet kuzulier Kervarker evit skrivañ ar yezh, met n'en deus ket gallet ober evit embannadur kentañ Barzaz Breiz, pa ne skrive ket c'hoazh e doare ar Gonideg.

Un adwel a reas, pe un ouzhpennig, da Sainte Tryphine et le Roi Arthur, ar mister embannet gant Fañch an Uhel.

E-kichen iliz Mellag emañ e vez.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1838 - Buez sant Isidor
  • 1842 - Kanaouennou santel dilennet ha reizet evid Eskopti Kemper[2]
  • 1858 - Buez hor Zalver Jezus Krist graet gant skridou tud santel ha gouiziek, E Kemperle, moulet e ti Guffanti-Breton.
  • 1864 - Kalon Mari
  • 1865 - Kantikou eskopti Kemper ha Leon
  • 1867 - Bennoz eur maner nevez (Kendalc’h keltiek etrevroadel - Sant Brieg)
  • 1872 - Buez ann Duk a Vourdel Herri V[3]

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1849 - Skrituriou Sakr. Genes, pe levr ar c’heneliez, E Kemperle, moulet e ti Guffanti-Breton.
  • 1860 - Skrituriou Sakr. Levr ann Exod ha meur a bennad euz al levriou all, bete maro Josue

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]