Yann-Bêr Kalloc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn enoriñ Yann-Bêr Kalloc'h e Groe
Bez Yann-Bêr Kalloc'h e Groe

Yann-Bêr Kalloc'h a oa ur skrivagner hag ur barzh hag a skrive e brezhoneg. Ganet eo bet d'an 21 a viz Gouhere 1888 en Enez Groe (Mor-Bihan) ha marvet eo war an talbenn en Urvillers e Kanton Moÿ-de-l'Aisne en Aisne (Bro-C'hall) [1] d'an 10 a viz Ebrel 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ. Brudet eo da gentañ-penn evit e zastumad barzhonegoù Ar en deulin (Àr an daoulin).

Soñjoù a-zivout ar Brezel Bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yann-Bêr Kalloc'h, ne oa ket Abeozen. Ne oa ket ur peoc'hgarour anezhañ kerseet gant ar brezel. Kavet e vez aroudennoù brezelour en e skridoù.

  • "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."

Lec'h e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fichenn hiniennel an is-letanant Kalloc'h, "marvet evit Bro-C'hall"

[2] "Maruet (...) etal Urvillers" hervez e vez e bered Groe ha douaret e Cerizy ( Aisne) [3], met hervez an div fichenn hiniennel savet diwar e benn gant ant al lu gall e vefe marvet e Cerizy [4] ( Aisne) pe e Cerisy (Somme) [5]. E rejimant a servijas en Oise hag en Aisne e 1917. E bro Cerizy (Aisne) edo e penn-kentañ miz Ebrel 1917 [6]. Douaret e voe e Cerizy (Aisne). Adkavet e voe e laour e miz Mae 1923. Douaret e voe en-dro e Groe e miz Gouere 1923 [7].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh ha kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Calloch - A Genoux.djvu

Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(en galleg alies)

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Société des Amis du Musée de Groix
  2. Mémoire des hommes
  3. Société des Amis du Musée de Groix
  4. Mémoire des hommes
  5. Mémoire des hommes
  6. Le 219e régiment d'infanterie
  7. Société des Amis du Musée de Groix

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.