Yan
Yan a zo un anv a gaver er bed sinaat dreist-holl.
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yan eo romanekadur (pinyin) kalz anvioù-tiegezh Sina, en o zouez (ar stumm hengounel etre krommelloù) : "严 (嚴)", "晏 (晏)", "偃 (偃)", "颜 (顏)", "言 (言)", "燕 (燕)", "阎 (閻)", "闫 (閆)" ha "鄢 (鄢)" . Gant an hentad kozh Wade-Giles e veze treuzskrivet Yen kentoc'h, met n'eo ket implijet abaoe ar bloavezhioù 1980.
An anv-tiegezh "甄 (甄)" a vez treuzskrivet Yan ivez eus ar c'hantoneg, met e dreuzskrivadur boaz el lizherenneg romanek eo Zhen, diwar ar mandarineg.
Anv-bihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yan zo un doare all da skrivañ an anv brezhonek Yann, met ral-tre eo. E-touez an dud gant an anv-bihan Yan mennegomp :
- an arzour Yan' Dargent
Yan a c'hall bezañ ivez treuzskrivadur an anv rusek "Ян" (Jan), da skouer :
- Yan Karlovitch Berzin (1889–1938) (ruseg: Ян Карлович Берзин; latveg: Jānis Bērziņš), komandant ha politikour lituaniat eus an amzer soviedat
- Yan Rudzutak (1887–1938) (ruseg: Ян Эрнестович Рудзутак, latveg: Jānis Rudzutaks), dispac'hour ha politikour lituaniat bolchevik
Anv-pluenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mennegomp anv-pluen ar skrivagner sinaek Mo Yan (莫言), ganet e 1955, prix Nobel al Lennegezh, ha hini Vasily Yan (1875–1954), ur romantour istorel rusian ha soviedat.
Anv Stadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rouantelezh Yan (sinaeg: 燕國 Yānguó), ur stad kozh e-pad an Tierniezh Zhou (etre an IXvet kantved kt JK hag ar bloaz -222)
- Yan kent (sinaeg: 前燕), ur stad Xianbei e proviñs a vremañ Hebei (337–370)
- Yan (sinaeg: 燕), ur riez etre 756 ha 763
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar Menezioù Yan, e Norzh Sina.
- Saint-Yan, kumun e Saône-et-Loire, Bro-C'hall.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| 中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |