Mont d’an endalc’had

Xiuhtezcatl Martinez

Eus Wikipedia
Xiuhtezcatl Martinez e 2016

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Xiuhtezcatl Roske-Martinez, bet ganet d'an 9 a viz Mae 2000, a zo un oberer ekologour ha soner hip hop stadunanat a orin eus Mec'hiko, bet rener yaouank Earth Guardians, un aozadur evit an endro er bed a-bezh, betek 2019. Bez' ez eo ivez unan eus ar 21 c'hlemmer a gemer perzh e Juliana vs. Stadoù-Unanet Amerika, ur prosez a-enep ar gouarnamant stadunanat pa ne gemer ket kemer perzh er stourm a-enep tommadur ar blanedenn.

Kinniget e oa bet ar prosez e 2015. E miz Du 2016 e oa bet nac'het gant ul lez-varn gevreadel diviz ar gouarnamant da nac'hañ an afer. Xiuhtezcatl a oa ivez unan eus ar seizh den o klemm er prosez Martinez vs. Colorado Oil and Gas Conservation Commission, a zo ur prosez ouzh stad Colorado, damheñvel ouzh Juliana vs. Stadoù Unanet Amerika.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]