Mont d’an endalc’had

X González

Eus Wikipedia
Emma Gonzalez e 2018

X González, ganet Emma González d'an 11 a viz Du 1999[1], zo ur Stadunanadez hag a stourm evit kontrollañ an armoù-tan. E miz C’hwevrer 2018, en he bloavezh lise diwezhañ, e oa achapet kuit eus fuzuilhadeg Parkland, a oa c'hoarvezet el lise Marjory Stoneman Douglas, e Florida. Goude-se e teuas Emma González da vezañ un dudenn eus ar yaouankiz engouestlet a-enep paotadur an armoù-tan er Stadoù-Unanet[2].

Fort Lauderdale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emma González a zeuas buan da vezañ mouezh al liseidi spontet gant ar lazhadeg-se hag o stourm evit lezennoù strizh war an armoù-tan er Stadoù-Unanet. D’ar 17 a viz C’hwevrer 2018, González a embannas ur brezegenn e Fort Lauderdale e Florida diwar-benn levezon ar fuzuilhadeg e lise Parkland, ha diwar-benn ar pezh a dalveze evit ar surentez foran er Stadoù-Unanet en o fezh. A-hed ar brezegenn e tagas González obererezhioù an National Rifle Association of America ha « soñjoù ha sotonioù » ar prezidant Trump pa lavare : « n'eo yec'hed ar spered nemet ul lodenn vihan eus an dalc'h »[3].

He frezegenn entanet a zeuas da vezañ viruzus dre ar mediaoù kelaouiñ broadel hag etrebroadel. Goude ar fuzuilhadeg e oa ezel González eus strollad studierien diazezerien ar strollad Never Again MSD evit stourm evit kontrollañ an armoù-tan. Dont a reas González da vezañ brudet e Frañs pa zeuas ar brezegenn distaget en ur vodadeg a-enep ar feulster dre armoù-tan da vezañ viruzel[4].

E-korf un nebeud devezhioù e teuas González da gaout 370 000 heulier war Twitter hag en tu all d'ur milion pemzektez goude ar muntr. An niver-mañ zo brasoc'h eget hini kont Twitter Dana Loesch, mouezh-aotreet an NRA.

Bale evit hor buhezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 a viz Meurzh 2018 e Washington D.C., er March for our lives (Kerzhadeg evit hor buhezioù), Emma González he deus graet ur brezegenn c'hwec'h munutenn hag ugent eilenn, enni peder munutenn didrouz penn-da-benn, padelezh fuzuilhadeg Parkland. O sellet ouzh an dud eeun en o daoulagad he deus lavaret « Stourmit evit ho puhezioù a-raok ma vefe labour unan all ! ».

  1. @cameron_kasky war Twitter, 5 a viz Mae 2018 : "At 1:10 "11/11 baby!" in regard to her birthday and at 13:30 "I'm 18. I can vote. I wish my Wikipedia page said that I was 18 because I am."
  2. (fr) BOURDEAU Maxime, Pourquoi la nouvelle figure de la lutte anti-armes aux États-Unis se rase le crâne, Le HuffPost, 24 /02/2018 (lennet d'an 18/05/2025)
  3. (en) Emma Gonzales : Student who survived Florida shooting hailed as hero for her impassioned speech at gun control rally », The Independent,‎ 18 a viz C'hewrer 2018
  4. (fr) Fusillade en Floride : la rage d'une lycéenne contre Donald Trump, Le Point,‎ 18 a viz C'hwevrer 2018