Władysław Kozakiewicz

Eus Wikipedia
Władysław Kozakiewicz

Władysław Kozakiewicz (bet ganet d'an 8 Kerzu, 1953) a oa ul lammer dre berchenn polonat er bloavezhioù 70 ha 80.

E Šalčininkai (Poloneg : Sołeczniki) nepell eus Vilnius, Lituania eo bet ganet Kozakiewicz en ur familh Poloniz.

Teir gwech eo bet pilet rekord ar bed gantañ. Kampion Europa indoor eo bet e 1977 ha 1979, ha kampion Polonia 10 gwech. Gounezet en deus ur vedalenn aour e-doug ar C'hoarioù olimpek hañv e Moskov.

E 1984 e tivizas kuitaat e vro evit repuiñ e Alamagn ar C'hornôg, ma c'hounezas eno an titl broadel div wech, e 1986 ha 1987.

Jestr Kozakiewicz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e oa anavezet ar vrec'h a enor dindan meur a anv e Polonia. Hiziv an deiz avat e vez graet "jestr Kozakiewicz" (gest Kozakiewicza) anezhi ent-ofisiel. Dispaket e oa bet ar jestr-se gant Kozakiewicz ouzh an arvesterien rusian a oa er stad e-pad ar c'hoarioù olimpek hañv 1980 e Moskov. Harpañ a rae an engroeziad tud al lammer soviedat Volkov (en em gavas da eil) en un doare direizh ha ne zihane ket da hual Kozakiewicz ha sutal outañ e-pad e lammoù. Goude suraat ar vedalenn aour gant e lamm ec'h embannas e jestr d'ar stad, en ur meskad joa ha kounnar. War-lerc'h e pilo rekord ar bed gant 5,78 metr. Tro ar bed a reas luc'hskeudennoù an darvoud-mañ nemet en Unaniezh Soviedel hag er Stadoù stag ma ne voent ket embannet. Goulenn a reas ar c'hannad rusian e Polonia e vije tennet e vedalenn digant Kozakiewicz evit bezañ "louzet an holl Sovieted". Respont ofisiel gouarnamant Polonia a voe e oa bet ar jestr-se ur gridienn digontrolladus eus ar c'higennoù deuet diwar skuizhder ar c'horf e gwirionez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampioned olimpek el lamm dre berchenn evit paotred
Welles Hoyt | Irving Baxter | Charles Dvorak | Fernand Gonder | Edward Cook Alfred Gilbert | Harry Babcock | Frank Foss | Lee Barnes | Sabin Carr | William Miller | Earle Meadows | Guinn Smith | Bob Richards (div wech) | Don Bragg | Fred Hansen | Bob Seagren | Wolfgang Nordwig | Tadeusz Ślusarski | Władysław Kozakiewicz | Pierre Quinon | Sergei Bubka | Maksim Tarasov | Jean Galfione | Nick Hysong | Timothy Mack