Mont d’an endalc’had

Women Airforce Service Pilots

Eus Wikipedia
Women Airforce Service Pilots
strollad, women's organization, military aviation unit
Deiziad krouiñ5 Eos 1943 Kemmañ
Arvezwomen in the military Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetCongressional Gold Medal Kemmañ
Prantadmilitary history of the United States during World War II Kemmañ
Deiziad divodañ1944 Kemmañ
Skoed ardamez ar WASP
Elizabeth L. Remba Gardner, eus ar Women's Airforce en ur B-26 Marauder.

Ar Women Airforce Service Pilots (WASP), pe Women's Army Service Pilots, a oa un aozadur maouezed blenierezed kirri-nij en aerlu ar Stadoù Unanet. Izili e oant eus an United States federal civil service. Merc'hed ar WASP na oant ket soudardezed hervez o statud. Daou aozadur a oa bet savet en a-raok, anvet ar Women's Flying Training Detachment (WFTD) hag ar Women's Auxiliary Ferrying Squadron (WAFS), an daou aozadur a oa bet savet pep hini eus e du e miz Gwengolo 1942. Hendad an aozadurioù blenierezed kirri-nij trevour e oant, hag a voe stag ouzh an United States Army Air Forces. O c'hefridioù a oa lies, liammet ouzh bleniañ kirri-nij brezel e-pad an Eil Brezel-bed. D'ar 5 a viz Eost 1943, an WFTD hag ar WAFS a voe kendeuzet evit sevel an aozadur WASP.

A-raok ar WASP e oa bet ar Women's Flying Training Detachment (WFTD) hag ar Women's Auxiliary Ferrying Squadron (WAFS). An div aozadur a oa bet savet pep hini eus e du e miz Gwengolo 1942. Diazez e oant bet a-fed aozadurioù nij trevour evit ar maouezed, ha stag e oant d'an United States Army Air Forces evit nijal kiiri-nij brezel e-kerzh an Eil Brezel-bed. D'ar 5 a viz Eost 1943, an WFTD hag ar WAFS a oa kendeuzet evit krouiñ ar WASP .

Ar c'hempennidigezh etre ar WASP hag an US Army Air Forces a oa bet torret d'an 20 a viz Kerzu 1944. E-pad an oberiadurioù-brezel, pep ezel eus ar servij en devoa erlec'hiet ur gwaz nijer evit nijoù brezel pe obererezhioù all. Nijet ez eus bet 96 milion kilometrad; dezouget a-bep seurt nijerezioùù milourel; lakaet da nijal palioù evit gourdoniñ an ar skipailhoù enep-nijerezioù. 38 maouez WASP a zo marvet hag unan a zo steuziet e-pad kefridioù. Betek-henn ne ouier ket petra a zo erruet dezhi. E 1977, evit o servij e-pad an Eil Brezel-bed, e voe enoret an izili gant ur statud veterant. E 2009 e voent enoret gant ar C'hongressional Gold Medal.