Mont d’an endalc’had

Wiski Lagavulin

Eus Wikipedia
Strilherezh Lagavulin
Burzhud Lagavulin
Strilherezhioù Ìle

Wiski Lagavulin, pe Lagavulin Single Malt (e saozneg), zo ur wiski single malt graet e Lagavulin (saoznekadur an anv-lec'h gouezelek Lag a' Mhuilinn "saonenn ar vilin"), ur gêriadennig en Enez Ìle, en Inizi Gall, e Skos.

E 1816 e voe savet pep a strilherezh e Lagavulin gant John Jonston hag Archibald Campbell. Unan anezho, met pehini n'ouzer ket, a deuas da vezañ strilherezh nemetañ Lagavulin.

Blaz ar wiski

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar wiski evel unan eus ar re wellañ zo er bed, met anaoudeien zo a gav kenkoulz, pe gwelloc'h, dourennoù al labouradegoù amezek.

Ur wiski blazus, kreñv, ha mogedet eo, hogen c'hwek ouzh ar staon.
Kavet e vez Lagavulin 16 vloaz dreist-holl, 43%. A-hend-all ez eus ivez wiski 12 vloaz, ha re 25 ha 30 vloaz.
Ur strilhadenn nevez 21 bloaz a ra berzh bremañ.

Graet eo gant ar gompagnunezh White Horse Distillers, perc'hennet gant United Distillers & Vintners, a zo dalc'het gant Diageo plc.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]