Mont d’an endalc’had

Wiski Breizh

Eus Wikipedia
Armorik original hag e voest, eus ar strilherezh Warenghem.

Wski Breizh zo wiski produet gant meur a strilherezh e Breizh. Gwarezet eo gant al label europat Lec'h orin gwarezet (LOG) abaoe 2015. Kroget e voe d'ober wiski e Breizh e 1958 en Entraven, met lañset e voe ar single malt kentañ e Breizh e 1998 gant ar strilherezh Warenghem eus Lannuon.

Ar wiski strilhet en Entraven a oa anvet Royal n° 1 da gentañ, ha goude Le Biniou e deroù ar bloavezhioù 1970. Produet e veze gant ur gompagnunezh anvet Les Arômes de Bretagne, perc'hennet gant ar "Société des Alcools du Vexin". Paouezet e voe e deroù ar bloavezhioù 1980[1].

Diazezet e oa bet ar strilherezh Warenghem e 1900 e Lannuon hag ober a rae ul likor plant. E 1987 e tivizas en em lañsañ er wiski hag e 1990 e werzhas he boutailhadoù wiski kentañ, ur blend savet diwar wiskioù malt hag ed. Dek vloaz goude e prenas daou lambig skosat hag aozañ a reas ar single malt kentañ e Frañs, Armorik, e 1998[2].

Meneget e voe ar « wiski breizhat » gant reolennadur Europa war an traoù kreñv evit ar wech kentañ d'ar 15 a viz Genver 2008. Ar bloaz war-lerc'h en em vodas ar broduerien vreizhat evit kas war-raok ur raktres Lec'h orin gwarezet (LOG). Met paouezet ee voe gant ar raktres-se gant ar strilherezhioù Distilleries des Menhirs, Kaerilis ha Glann ar Mor e 2011 abalamour da rediennoù Ensavadur Broadel an Orin hag ar Galite (INAO). Kendalc'het e voe an difraeoù gant ar strilherezh Warenghem[3] hag e rener, David Roussier, a ziazezas « Sindikad Difenn ar Wiski breizhat » e deroù 2014[4].

A-benn ar fin e voe disklêriet al Lec'h orin gwarezet gant an INAO e miz Du 2015. Koulskoude ul lodenn eus al Liger-Atlantel n'emañ ket e-barzh an takad gwarezet[5]. E zerez alkool a zle bezañ 40% da nebeutañ.

Ar strilherezhioù e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pourquoi la France a-t-elle attendu 300 ans pour produire du whisky ? gant Christine Lambert, Slate, 21/01/2016, gwelet d'an 12/05/2020.
  2. Le whisky français à la conquête du monde gant Louis Delatronchette, Le Figaro, 22/02/2018, gwelet d'ar 07/05/2020.
  3. Whisky breton, précisions et démentis autour d’une IGP alambiquée gant Thomas Moysan, Unidivers, 07/08/2015, gwelet d'an 09/05/2020.
  4. Distillerie Glann ar Mor : Sueurs froides pour le whisky breton gant Thomas Moysan, Unidivers, 03/08/2015, gwelet d'an 09/05/2020.
  5. Cahier des Charges de l'indication géographique « Whisky de Bretagne » ou « Whisky Breton » gant Ensavadur Broadel an Orin hag ar Galite, 17/04/2014, gwelet d'an 09/05/2020.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.