Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1912

Eus Wikipedia
Winchester Model 1912


Ur fuzuilh-pomp Winchester Model 1912, kalibr 12
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Fuzuilh flour he c'hanol
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre bomp
Munisionoù Kalibr 12
Kalibr 16
Kalibr 20
Kalibr 28
Ijinerien John Browning
Thomas Crossley Johnson
Produer Winchester Repeating Arms Company
Mare produiñ 1912 - 1976
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 3,6 kg
Hirder 997 mm
Hirder ar c'hanol 510 mm

Endalc'h Karger korzennek 6 kartouchenn + 1 gartouchenn er gambr
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Winchester Model 1912, anvet ivez Winchester 1912, Model 12 pe M12, zo ur fuzuilh-pomp flour he c'hanol, ijinet gant ar Stadunanad T.C. Johnson diwar labour John Browning, ha produet gant an embregerezh Winchester Repeating Arms Company etre 1912 ha 1976[1].

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deveret eo ar Model 1912 eus ar Model 1897 ijinet gant John Browning. Ar c'hemm nes eo n'eus ket a gi diavaez war ar Model 1912. Kinniget e voe an arm er c'halibr 20 da gentañ, hag er c'halibroù 12 ha 16 adalek 1914. Seizh kartouchenn a c'halle bezañ pourveziet en arm : c'hwec'h er c'harger korzennek, hag unan en e gambr. Ur fuzuilh savet evit ar chase e oa da gentañ, met pa grogas ar Stadoù-Unanet er Brezel-bed Kentañ e 1917 e c'houlennas ar jeneral John J. Pershing, hag a oa e penn soudarded ar vro en Europa, e vije implijet fuzuilhoù-pomp evit an emgannoù en trañcheoù[2]. 20.000 skouerenn eus an M1912 a voe urzhiet digant Winchester neuze, hag a ginnige e 1918 daou stumm eus an arm : unan riot gun savet evit an nerzhioù polis dreist-holl, hag unan trench gun, berr he c'hanol, ha peadra da stagañ outañ ur vaionetez M1917[3][4], savet evit bezañ implijet war an talbenn.

Ur Winchester Model 1912 stumm Trench Gun

80.000 skouerenn eus ar Model 1912 a voe roet d'an US Navy, d'ar Marines pe d'an US Air Force e-pad an Eil Brezel-bed. Implijet e voe puilh e emgannoù ar Meurvor Habask. Diwezhatoc'h e servijas ivez e brezel Korea hag e deroù brezel Viêt Nam, pa voe kemeret he flas tamm-ha-tamm gant fuzuilhoù Ithaca 37 ha Remington 870[3]. Ouzhpenn 2.023.000 skouerenn eus ar Model 1912 a voe produet en holl[1].

Ar Winchester Model 42 zo ur stumm deveret anezhi ha kambret e .410.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'ar Model 1912 bezañ un arm poblek er Stadoù-Unanet ha produet kalz e c'haller e welet e meur a film evel The Godfather (1972), Mad Max (1979), Ne vimp ket gwerzhet (1987) pe The Highwaymen (2019). Gellet a raer ober gantañ e c'hoarioù video ar rummad Medal of Honor, hag e Tomb Raider, Enlisted pe World of Guns[5].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Hervez an niveroù-serienn renablet gant al lec'hienn OldGuns.net (lennet d'ar 07/04/2025)
  2. (en) ALLEMEIER Kurt, Trench Guns: Shotguns for Ferocious Fighting, Rock Island Auction, 05/03/2025 (lennet d'ar 07/04/2025)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) Winchester M12 – modèle 1912 – Histoire, fiche technique et photo, D-Day Overlord (lennet d'ar 07/04/2025)
  4. (en) POPENKER Maxim, Winchester model 12 M12 shotgun (USA), Modern Firearms (lennet d'ar 07/04/2025)
  5. (en) Winchester Model 1912, IMFDB (lennet d'ar 07/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan