Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1907

Eus Wikipedia
Winchester Model 1907


Ur garabinenn Winchester Model 1907
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Karabinenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù .351 Winchester Self-Loading
Bloavezh krouidigezh 1907
Produer orin Winchester Repeating Arms Company
Mare produiñ 1907-1957
Skouerennoù produet 58.733
Pouez ha muzulioù
Mas 3,940 kg
Hirder 1.000 mm
Hirder ar c'hanol 510 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger fiñv 5 pe 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Winchester Model 1907 zo ur garabinenn produet adalek 1907 gant Winchester ha kambret e .351 WSL. Arm poblekañ ar rummad fuzuilhoù Self-Loading e oa, savet gant an embregerezh stadunanat evit kinnig un arm damaotomatek d'ar chaseourien jiboez. Deveret eo eus ar Model 1903, ur stumm kentañ kambret en ur c'halibr ispisial (.22 Winchester Automatic) n'en doa ket graet berzh. Savet e oa bet an armoù-mañ gant William Mason ha Thomas C. Johnson, ijinourien e Winchester, goude ul labour boulc'het e 1899[1].

Implijet e voe ar Model 1907 e Norzhamerika gant nerzhioù surentez (an FBI en o zouez) koulz ha gant torfedourien evel izili gang John Dillinger. Servijout a reas en aerlu gall e-pad ar Brezel-bed Kentañ, ma veze kaset e-bourzh ar c'hirri-nij evit gellet en em zifenn a-enep ar chaseourien alaman gant un arm uheloc'h e lusk-tennañ evit hini al Lebel pe ar Berthier standart d'ar c'houlz-se. 3.000 skouerenn a voe prenet evit se gant ar C'hallaoued. Armeoù Breizh-Veur hag Impalaeriezh Rusia a c'hourc'hemennas un nebeud kantadoù a skouerennoù evit o aerlu ivez[2].

Ur c'harger 5 tenn he doa ar Model 1907, met ar re implijet e Bro-C'hall a oa 10 tenn o endalc'h[3]. Mont a rae en-dro gant ur sistem tennata dre argil.

Ouzhpenn 58.000 skouerenn eus ar Model 1907 a oa bet produet betek 1957. E vunision, evel re armoù all e rummad (M1903, M1905 hag M1910) n'int ket produet ken, ha diaes-kenañ int da gavout[4].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ur Model 1907 gant tudennoù Ed Shouse hag Homer van Meter, izili gang Dillinger, er film Public Enemies (2009) ha gant ar poliser Bob Alcorn e The Highwaymen (2019)[5].

  1. (en) HOUZE Herbert G., Early Semi-Automatics: Winchester's First Self-Loading Rifles, American Rifleman, 21/08/2020 (lennet d'an 29/10/2025)
  2. (en) POPENKER Maxim, Winchester Model 1905, Model 1907 and Model 1910 SL rifles (USA), Modern Firearms (lennet d'an 29/10/2025)
  3. (fr) Winchester 1907, Arme et Passion (lennet d'an 29/10/2025)
  4. (fr) Carabines Winchester modèle 1903, 1905, 1907 et 1910, UFA, 31/05/2015 (lennet d'an 29/10/2025)
  5. (en) Winchester Model 1907, IMFDB (lennet d'an 29/10/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan