Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1894

Eus Wikipedia
Winchester Model 1894


Ur garabinenn Winchester Model 1894
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Karabinenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn
Munisionoù
Bloavezh krouidigezh 1894
Produerien Winchester Repeating Arms Company
Miroku
Mare produiñ 1894-2006
Abaoe 2011 (gant Miroku)
Skouerennoù produet War-dro 7,5 milion
Perzhioù teknikel
Stumm diazez
Mas 3,1 kg
Hirder 960 mm
Hirder ar c'hanol 510 mm

Endalc'h Karger korzennek 7, 8 pe 9 c'hartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C pe D

Ar Winchester Model 1894 zo ur garabinenn breouet gant John Browning e miz Eost 1894, ha gwerzhet adalek miz Du er memes bloaz gant an embregerezh stadunanat Winchester[1]. Unan eus an armoù-skoaz gwerzhetañ er bed eo, pa 'z eus bet produet war-dro 7,5 milion a skouerennoù anezhi betek bremañ.

Un arm berr a-walc'h e oa ar Winchester 1894 pa voe kinniget war ar marc'had : 960 mm en holl, gant ur c'hanol 510 mm. Ur stumm fuzuilh dezhañ ur c'hanol 610 mm zo bet ivez[2]. Kambret e oa e .32-40 ha .38-55 Winchester enne poultr du da gentañ, met e 1895 e voe ar garabinenn-chase gentañ kambret evit ur munision ennañ poultr divoged, an .30-30 Winchester, a-drugarez d'ur c'hendeuz dir ha nikel evit govelliñ he c'hanol[3]. Pourveziet eo gant kargerioù korzennek 7, 8 pe 9 zenn hervez ar stumm.

He sistem tennata dre loc'henn-grogenn a oa disheñvel diouzh hini ar Winchester Model 1886 abalamour d'e vorailh bezañ just a-dreñv da gulasenn an arm, ha d'e surded tennañ a oa mouget pa veze bountet al loc'henn-grogenn betek penn[2]. Strinket e vez an douilhezioù dre an nec'h gant an holl skouerennoù produet a-raok 1983[1].

Degadoù a adstummoù anezhi zo bet kinniget dibaoe 1894[4].

Priziet e voe ar garabinenn e Norzhamerika gant chaseourien ha kalz tud a laboure war ar maez abalamour d'he stumm berr, aes da zornata, ha d'ar galloud degaset gant ar c'hartouchennoù divoged. E servij e voe en un nebeud armeoù, evit soudarded an adreñv peurliesañ. E Bro-C'hall da skouer, 15.100 skouerenn anezhi ha 15.100.000 kartouchenn .30-30 a voe urzhiet gant an arme e dibenn miz Gwengolo 1914, evit bezañ roet da soudarded ar c'hanolierezh, ar morlu, ar pourveziañ, an tren hag an aerlestrerezh dreist-holl[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Martin Pegler, Winchester Lever-Action Rifles, Osprey Publishing, 2015, 80 p., ISBN 978-1472806574
  1. 1 2 (fr) LUCOT Julien, De la carabine Hunt à la Winchester 1894, Cibles n°650, miz Eost 2024, pp. 16-20
  2. 1 2 (fr) Winchester 1894, Arme et Passion (lennet d'ar 04/01/2025)
  3. 1 2 (fr) CRUSSY Jean-Pierre, La Winchester 1894 dans l’armée française, UFA, 10/12/2019 (lennet d'ar 04/01/2026)
  4. (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 335-338
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan