Mont d’an endalc’had

William Matthew Hart

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant William Hart.
William Matthew Hart

Ganedigezh 1830
Luimneach, Iwerzhon
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet[1]
Marv 1908
Londrez
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Broadelezh Saoz
Micher Skeudennaouer
Maendreser

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

William Matthew Hart (Luimneach, 1830Londrez, 1908) a oa ur arzour saoz bet ganet en Iwerzhon. Brudet eo dre e labour evel skeudennaouer evned, a savas evit an evnoniour John Gould dreist-holl, ha dre e vaendresadennoù.

Un danvez mezeg e oa William M. Hart en e yaouankiz, hogen ret e voe dezhañ paouez gant e studi dre ziouer a arc'hant.

E 1851, oadet a 21 bloaz, e krogas da dresañ evned evit John Gould, ar pezh a gendalc'has da ober e-pad tregont vloaz. E deroù ar mare-se e savas patromoù ar plankennoù maendreserezh evit labour J. Gould diwar-benn ar c'herentiad Trochilidae, en ur genlabourat gant e geneil ar skeudennaouer ha maendreser Henry Constantine Richter (1821-1902). E 1870 e voe W. M. Hart pennskeudennaouer John Gould.

Goude marv an evnoniour e 1881 e voe gopret William Matthew Hart gant al loenoniour Richard Bowdler Sharpe er British Museum evit klokaat labour J. Gould a-zivout laboused Ginea Nevez hag evit skeudennaouiñ ul levr gant R. B. Sharpe e-unan diwar-benn evned ar baradoz[2],[3].


  1. Er Rouantelezh-Unanet e oa Iwerzhon d'ar mare-se.
  2. (en) Olsen, Penny. Feather and brush: three centuries of Australian bird art. Melbourne: CSIRO Publishing, 2001 (ISBN 978-0-643-06547-5)
  3. (en) William Matthew Hart (1830-1908) @ Australian Museum. Kavet : 21 Gen 25.