William B. Ruger
William Batterman Ruger, ganet d'ar 21 a viz Even 1916 e Brooklyn (New York, Stadoù-Unanet) ha marvet d'ar 6 a viz Gouere 2002 e Prescott (Arizona)[1], a oa un den a aferioù ha krouer armoù-tan stadunanat.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Reseviñ a reas William B. Ruger e arm kentañ, ur fuzuilh-pomp Remington kambret e .22 Long Rifle, pa oa daouzek vloaz, a-berzh e dad-kozh. Desachet e voe gant he mont en-dro hag he mekanikerezh. Studiañ a reas e Skol-veur North Carolina e Chapel Hill, e-lec'h ma savas kentpatromoù ur vindrailherez skañv hag a zesachas interest servijoù pourveziañ an arme stadunanat. Goude ar skol-veur e kavas labour e arsanailh Springfield, hini pouezusañ ar Stadoù-Unanet d'ar mare-se[1].
Adalek 1940 e voe kaset da unan eus uzinoù an Auto Ordnance Corp. e Bridgeport (Connecticut) evit sevel pistolennoù-mindrailher Thompson implijet e-pad an Eil Brezel-bed. Goude ar brezel e krogas an embregerezh da broduiñ lennerezioù pladennoù vinil. Divizout a reas Ruger mont kuit dioutañ. E-pad daou vloaz e savas un embregerezh ostilhoù kilvizerezh, hep ober berzh[1].
E 1949 e savas William B. Ruger ur bistolenn nevez, kambret e .22 Long Rifle, hag awenet gant div bistolenn japanat Nambu prenet digant ur Marine hag en doa kemeret perzh e emgannoù er Meurvor Habask e-kerzh ar brezel[2]. Dre ma vanke arc'hant da Ruger e savas un emglev gant an arzour hag embreger Alexander McCormick Sturm, a bostas 50.000 $ evit lakaat produiñ an arm nevez. Diwar o emglev e voe ganet an embregerezh Sturm, Ruger & Co. er memes bloaz.
An arm, anvet Ruger Standard, a reas berzh buan a-walc'h, betek dont da vezañ unan eus an armoù-dorn gwerzhetañ er bed a-bezh. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz. E 1951 e varvas trumm Alexander Sturm, hag en em gavout a reas Ruger e-unan e penn an embregerezh[2]. William B. Ruger a gemeras perzh e diorren pep hini eus an 260 arm-tan bennak gwerzhet gant e embregerezh etre 1949 ha 2000, pa 'z eas en e retret abalamour da gudennoù yec'hed[1]. E-touez an armoù brudetañ savet a-bell pe a-dost gant William B. Ruger e c'haller menegiñ ar c'harabinennoù Ruger 10/22, M77 ha Mini-14, ar fuzuilh-chase Ruger Red Label, hag ar revolverioù Ruger Redhawk hag SP101.

Nac'hañ a rae Ruger asantiñ kevratoù armoù-tan re vras a-berzh ar gouarnamant stadunanat, pa c'halle lakaat e embregerezh en arvar. E bed an aferioù e stourmas taer a-enep an embregerezh Smith & Wesson : e dibenn ar bloavezhioù 1980 e c'houlennas groñs gant ar stalioù armoù-tan paouez da werzhañ produioù Smith & Wesson ma felle dezhe gwerzhañ armoù Ruger. War-dro un hanter eus ar stalioù er Stadoù-Unanet a asantas[1].
E vab William B. Ruger Jr. a renas war an embregerezh Sturm, Ruger & Co. war e lerc'h, etre 2000 ha 2006[3].
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab hag ur verc'h en doa bet William B. Ruger. Savet en doa dastumadegoù kirri[1] ha pezhioù arzel, eus ar Stadoù-Unanet evit ar braz anezhe[4], adalek ar bloavezhioù 1950. Donezonoù a reas d'ar greizenn Buffalo Bill Historical Center e Cody (Wyoming).
Soñjoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel rener an embregerezh armoù-tan hiniennel stadunanat brasañ eus e vare e tifenne William B. Ruger implij an armoù en e vro, en ur embann e oa «an dud a lazhe an dud, ha n'eo ket an armoù eo»[1][5]. E 1989, pa save tabut er vro war ar mod da gontrolliñ an armoù a oa etre daouarn ar siviled, kas a reas ul lizher da holl dilennidi ar C'hendalc'h en ur lavaret e vije mat berzañ ar c'hargerioù brasoc'h o endalc'h evit 15 kartouchenn. Evit se e resevas rebechoù a-berzh izili all eus lobby an armoù-tan er Stadoù-Unanet[6].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) WILSON Robert Larry, Ruger & His Guns: A History of the Man, the Company and Their Firearms, Chartwell Books, 2008, ISBN 978-0785821038
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 (en) WOO Elaine, William Ruger, 86; Built No. 1 Gun Maker, Los Angeles Times, 11/07/2002 (lennet d'ar 26/07/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) TATE Aden, Where It Began: History of the Ruger Mark Series, Pew Pew Tactical, 22/09/2021 (lennet d'ar 26/07/2025)
- ↑ (en) Ruger Mourns Death of Former CEO William B. Ruger, Jr., war lec'hienn an embregerezh, 17/09/2018 (lennet d'ar 26/07/2025)
- ↑ (en) RUGER CONZELMAN Adrienne, After the Hunt: The Art Collection of William B. Ruger, Hamilton, 1992
- ↑ “I don’t want to sound crass or oversimplify things when so many people are dying out there on the streets, but the firearms business is not the place to put the blame. Gun making has been an honorable and important business in this country for a long, long time. It’s a cliche, but it’s still true: People kill people, not guns.” (atersadenn en New York Times, 1994).
- ↑ "The best way to address the firepower concern is therefore not to try to outlaw or license many millions of older and perfectly legitimate firearms (which would be a licensing effort of staggering proportions) but to prohibit the possession of high capacity magazines. By a simple, complete and unequivocal ban on large capacity magazines, all the difficulty of defining 'assault rifle' and 'semi-automatic rifles' is eliminated. The large capacity magazine itself, separate or attached to the firearm, becomes the prohibited item. A single amendment to Federal firearms laws could effectively implement these objectives." (RUGER William B., An Open Letter, American Handgunner ,1992).