Willem Barentsz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Willem Barentsz

Willem Barentsz[1], pe Barents hervez ar stumm saoznekaet (1550 - 20 a viz Mezheven 1597) a oa ur moraer hag ergerzher Izelvroat.

Ganet e voe e Formearum, ur gêriadenn en enez Skylge, unan eus inizi Friz, war-dro 1550.

N'anavezer ket mat al lodenn gentañ eus e vuhez met gouzout a reer e verdeas er Mor Kreizdouar hag e reas un atlas eus ar mor-se. E 1594 e kuitaas Amsterdam, gant daou lestr, da glask un hent da vont betek Sina ha broioù ar Sav-Heol pell, en ur c'hoari an dro da Rusia, dre Veurvor Arktika.

Teir gwezh e verdeas evel-se e morioù an hanternoz, e 1594, 1595 ha 1596. Ar wech kentañ hag an eil e rankas dont war e giz, dre ma oa stanket an tremen gant ar skorn. Diskrivañ a reas an douaroù bet ergerzhet gantañ : inizi Svalbard, Laponia hag hec'h annezidi, hag a oa dianav da dud kornôg Europa betek-henn. E-pad e drede beaj e voe tapet e lestr gant ar skorn ha rankout a reas ar voraerien tremen ar goañvezh en enez Novaya Zemlya. Pa weljont ne deuze ket ar skorn e nevezamzer 1597, ez eas kuit lod eus ar voraerien. Barentsz e-unan avat a varvas eizhtez goude ma oant aet kuit, d'an 20 a viz Mezheven 1597. Erruout a reas e vartoloded e Ledenez Kola meur a sizhunvezh goude ha saveteet e voe an daouzek den a oa chomet bev.

Anvet eo bet Mor Barents diwar e anv.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar Barentszoon, "mab Barents"