Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Patrouilherien

Eus Wikipedia

Patrouilherien a zo implijerien arroutet, ganto gwirioù a ro tu dezho da ober war-dro drougimplij er wiki.

Krouet eo bet ar statud e miz Mezheven 2025 gant ur c’henvidiz reolata.

Ouzhpenn gwirioù pep Wikipedour e c’hall ur patrouilher

  • Merkañ pajennoù evel gwiriet. Ne dalvez ket e vefe «mat» pe «reizh» endalc’had ar bajenn, met kentoc’h, n’eo ket spam pe vandalerezh,
  • Bezañ gwiriet o c’hemmoù ent emgefre,
  • Ober gant ar benveg disteuler, a ro tu da zizober kemmoù en un doare efedusoc’h evit al liamm dizober,
  • Gwelout chomlec’hioù IP ar c’hontoù berrbad.

Implij ar gwirioù

[kemmañ ar vammenn]

Pa seller ouzh chomlec’hioù IP ar c’hontoù berrbad e ranker doujañ da reolennoù an Diazezadur Wikimedia.

N’eo aotreet ober gant ar benveg disteuler nemet evit

  • dizober vandalerezh, spam, degasadennoù a-enep ar reolennoù diazez pe graet gant tud bet baniset eus ar wiki,
  • dizober degasadennoù an implijer-eñ, da skouer peogwir int bet graet dre fazi,
  • dizober degasadennoù en esaouenn bersonel an implijer (pajenn implijer, pajenn gaozeal).

Difennet-groñs eo ober gant ar benveg disteuler e-kerzh un tabut embann.

Mont da batrouilher

[kemmañ ar vammenn]

Ret eo kaout ur gont bet krouet 6 miz zo da nebeutañ ha bezañ graet 300 degasadenn da nebeutañ evit gallout goulenn ar statud ouzh ar verourien. Nac’het e vo ar goulenn mard eo bet stanket an implijer e-pad ar 6 miz tremenet.

Tennañ ar gwirioù

[kemmañ ar vammenn]

Gallout a ra ar verourien tennañ un implijer kuit eus ar strollad patrouilherien ma vez ezhomm, dreist-holl mard eo bet gwallimplijet ar benvegoù. Rankout a reont hen ober ma n’eus degasadenn ebet gant an implijer abaoe 365 deiz. Gallout a ra an ez-patrouilher mont en-dro da batrouilher diwezhatoc’h hervez ar reolennoù diazez. Mard eo bet gwallimplijet ar benvegoù e c’hall ar verourien sevel a-enep ar goulenn, rankout a reont displegañ o diviz.

Implijerien o deus bet ar statud

[kemmañ ar vammenn]
  • Kestenn (kd) (23/06/2025 - 30/09/2025, aet da verour)

Ent teknikel

[kemmañ ar vammenn]

Ar statud patrouilher er Wikipedia brezhonek a dalv bezañ ezel eus daou strollad teknikel, patrouilherien ha gwelerien IP ar c’hontoù berrbad. N’eo ket aotreet kendeuziñ an daou strollad teknikel evit poent, neuze e ra ar verourien gant an daou evel ma ne vefent nemet unan.

Roll izili ar strolladoù teknikel: