Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2025

Eus Wikipedia

Mont-en-dro ar votadeg

Digoret e vo ar votadeg eus an 22 a viz Gwengolo 09:00 betek an 29 a viz Gwengolo 09:00 (eur Breizh).

Titouroù diwar-benn kefridi ar verourien a vo kavet amañ.

Graet e vo gant reolennoù diazez ar stewarded rak n’eus bureviad ebet en hor wiki.

Gant pep den dilennet ez aio statud merour ha statud merour etrefas.

Evit gallout votiñ e ranker:

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 4 miz d'an nebeutañ;
  • Kaout 200 degasadenn d'an nebeutañ;
  • Sinañ gant e anv-implijer/ez (lakait 4 zildenn ~ pe klikit war an eil voestig diwezhañ);
  • Gallout a reer votiñ a-du, a-enep pe neptu. Implijit ar patromoù-mañ:
    • A-du: {{Ya}} YA
    • A-enep: {{Nann}} NANNevit klotañ gant reolennoù ar stewarded e rank ur gaozeadenn bezañ liammet ouzh pep vot a-enep
    • Neptu: {{Ingal}}

Evit dont da vezañ merour e ranker:

  • Kaout 5 mouezh (a-du, a-enep pe neptu) d'an nebeutañ;
  • Tizhout d'an nebeutañ 80% (mouezhioù a-du / mouezhioù a-enep).

Kannaded

Kestenn (kd)

Displegañ an abegoù da zont da vezañ merour (diret):
Demat deoc'h, gellet a ran degas un tammig sikour da @Huñvreüs evit merañ ar wikipedia-mañ, en ur gempenn pennadoù mar bez ezhomm, degemer an implijourien/implijourezed nevez, stourm a-enep ar vandalerezh, hag ar falskeleier, war an tachennoù a anavezan da nebeutañ. N'hallin ket bezañ oberiant bemdez, klask a rin ober ar gwellañ eveljust. A galon, Kestenn (kaozeal)

Demat, pemp goulenn am eus : 1) Ha gouesltañ a rez da zoujañ ha da lakaat pep hini da zoujañ (ar verourien en o zouez) da natur hollvedel Wikipedia ? 2) Ha gouestlañ a rez da zoujañ ha da lakaat pep hini da zoujañ (ar verourien en o zouez) da neptuegezh Wikipedia ? 3) Ha gouestlañ a rez da lezel an dud da gaozeal diwar-benn tra-pe-dra pa vez ezhomm, a-benn kavout un diskoulm asambles (dibab stumm un anv-lec'h da skouer) ? 4) Ha gouestlañ a rez da virout an divizoù kemeret evel se gant ar gumuniezh, zoken ma n'out ket a-du ganto ? 5) Ha gouestlañ a rez da lakaat termen da diverkadurioù ar pennadoù ne blijont ket da verourien zo ? Trugarez evit da respontoù. A galon, --Arko (kaozeal) 23 Gwe 2025 da 13:20 (UTC)[respont]
Demat @Arko, evit klask respont dit :
  • 1) ha 2) : ya evel-just, neptu hag hollvedel e rank Wikipedia bezañ. Ledan eo da c'houlenn, ro skouerioù ma soñjez e kudennoù resis.
  • 3) ya, evel-just. Pa gaozeez eus an anvioù-lec'h da skouer, pe forzh peseurt ger all e gwirionez, kudenn ebet evit implijout anezhe m'int bet testeniaket e geriadurioù, el lennegezh, pe da nebeutañ implijet gant mediaoù pa vez anv eus al lec'h.
  • 3) ha 4) Ma teu divizoù diwar ar gumuniezh da vat (da lavaret eo meur a implijer o reiñ e soñj, ha n'eo ket daou hepken) eo aesoc'h kemer divizoù hag o do muioc'h a bouez. Gouzout a ran eveldout ne fell ket, pe n'hall ket pep hini ac'hanomp kemer perzh e pep diviz siwazh.
  • 5) Ne welan ket eus peseurt pennad zo kaoz.
Fellet a ra din sikour war an dodennoù am eus meneget en displegadenn uheloc'h, en ur genlabourat gant ar verourien all hag an holl implijerien-ezed en ur mod seder ha doujus, ar gwellañ ma c'hallin. Kestenn (kaozeal) 24 Gwe 2025 da 12:33 (UTC)[respont]

Votoù

Disoc’h

Dilennet eo bet Kestenn da verour.