Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 53 bloaz 2008

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

29/12/2008 — 04/01/2009

skrivañ un dra bennak en trede sizhunvezh ha hanter-kant eus 2008 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Diwar-benn ar rummadoù[kemmañ ar vammenn]

Demat,

N'ouzon ket hag-eñ e talvezfe lakaat pennadoù 'm eus savet nevez zo : diwar-benn ar re a sell ouzh kontelezhioù Bro-Saoz, liammoù zo dija war-zu holl ar pennadoù-se er pennad Kontelezhioù Bro-Saoz. D'ober petra neuze ur rummad ? Heñvel evit kêrioù Kernev-Veur, p'emaon e soñj krouiñ ur roll eus holl parrezioù keodedel Kernev-Veur. D'ober petra adarre ur rummad en degouezh-mañ ? Meven 29 Kzu 2008 da 15:02 (UTC)

Pod-kambr[kemmañ ar vammenn]

Piv a anvez lesanvioù d'ar benveg talvoudus-mañ? En holl yezhoù ez eus. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2008 da 18:15 (UTC)

Bloavezh mat d'an holl wikipedourien[kemmañ ar vammenn]

Hetoù a eurusted a gasan d'an holl wikipedourien hag spi em eus e raio berzh tamm ha tamm an doare brezhonek gant ma vo kresket ha gwellaet an endalc'h. Dilezet em eus keit un nebeut mizioù skrivañ stank et wikipedia-mañ. Ul labour kenskoazellañ bedel all en deus lakaet ac'hanon da vezañ ac'hubiet kalz gantañ. Koulskoude e talc'hin ober anezhañ ur vammenn evit degas dour da vilin an holloueziadur. Ken ar wech all. - -Ch. Rogel 4 Gen 2009 da 15:59 (UTC)