Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 52, bloaz 2010

Eus Wikipedia

27/12/2010 — 02/01/2011

Skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha hanter-kant eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ma oarfe ur merour diskuizh lavarout din pelec'h e kaver ar pennad-mañ ma'z afen d'ober ur c'hempenn d'ar yezh . Piv a gompren ar frazenn " n'eo ket a-walc'h dre ar munud"? Trugarekaat. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2010 da 08:43 (UTC)[respont]

Er patrom anvet Patrom:... emañ an destenn-se. --Llydawr 2 Gen 2011 da 21:04 (UTC)[respont]
Kemmet eo amañ:

. Kemm ebet er bajenn Patrom:... avat ma van traoù all da reizhañ. Bianchi-Bihan 2 Gen 2011 da 22:08 (UTC)[respont]

Pa zihuno ur merour e raio war-dro? Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 10:19 (UTC)[respont]

Petra zo a-dreuz gant ar pennad-se ? --Llydawr 2 Gen 2011 da 21:07 (UTC)[respont]

Idem. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 10:20 (UTC)[respont]

Peogwir n'eus merour ebet abaoe ur pennad, e ranker tremen hepte. Goulenn a ran ma vo votet diwar-benn anv ar pennad Anoñsiasion

  • a-du
  • a-enep

Kement den a voto a-enep a c'hallo kinnig un anv all en e lec'h. Gwelet e vo gant pe anv ez aio an niver brasañ a vouezhioù. Marteze e vo muioc'h a voterien eget evit Frañs. A-benn eizhtez e vo poent kemm. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2010 da 11:29 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak ho peus c'hoant da gemmañ ? "Keloù mat" a sinifi ur bern traoù. "Anoñsiasion" a zo ur ger resis implijet gant tud an Iliz.--Fabriz Coupechoux 31 Kzu 2010 da 17:13 (UTC)[respont]

Tri anv all zo bet kavet, implijet holl gant tud a Iliz. Unan zo bet dibabet, ha gant un den hepken. Marteze e c'hallfe re all lavarout o soñj? N'eus ket mall. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2010 da 17:21 (UTC)[respont]

Ma, ar pezh a laka ac'hanoc'h diaes a seblant bezañ orin latin ar ger, sur-mat. E gwirionez, ar wikipedia brezhonek n'eo ket un embregerezh a droidigezh. Un tammig dipitus eo.--90.1.150.4 31 Kzu 2010 da 17:25 (UTC)[respont]
Choazet em eus an anv-se abalamour d'ar fed on dedennet gant an Iliz hag an teologiezh. Ne c'hellit ket doujañ d'ar pezh a ginnig ar re all ? An Anvioù all a zo bet skrivet er pennad-skrid. Wikipedia a zo ho plog personel ?--Fabriz Coupechoux 31 Kzu 2010 da 17:30 (UTC)[respont]

Pep hini a soñj pezh a gar. Anoñsiasion zo ur ger brezhonek e-touez re all. Lod a gav mat, lod all a gav gwelloc'h re all: adalek daou e c'haller dibab. Ne ran ket gant anoñsiasion, na gant anoñs, na gant anoñsiñ, dre ma kavan ma gwalc'h gant kemenn ha degemenn, gerioù a gavan e Buhez ar Sent hag er Pevar Aviel. Ha n'eo ket evit se ez an da gemmañ, pa c'houlennan alioù all: ar pennadoù n'int ket perc'henniezh un den, met hini an holl. Un dra naturel eo er wikipedia goulenn ali an holl. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2010 da 17:41 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket kennebeut ar c'hoant-se da zivadeziñ ur pennad, ha nebeutoc'h c'hoazh an hentenn kinniget. Gwell 'vije kaozeal a-raok war ar bajenn "kaozeadenn". Hag an hini a oa bet o sevel ar pennad da gentañ en deus roet da c'houzout e beragoù.--Trec'hlid mitonet 1 Gen 2011 da 14:45 (UTC)[respont]
Ar c'hoant da zivadeziñ ur pennad zo bet peget e meur a hini dre amañ, hag ouzhpenn ur wech, ken em eus bet gwelet darn o kemmañ anvioù hep goulenn ali ebet, hag ar wech diwezhañ a oa n'eus ket pell, gant Koan Fask. N'em eus graet nemet goulenn ali an holl war an anv. Ma plij da lod, mat din: lavabo manus. Bianchi-Bihan 1 Gen 2011 da 14:56 (UTC)[respont]
Gwir eo n'eus abeg ebet da gaout daou bennad: Koan Diwezhañ ha Koan Fask. Hag evit ar memes abeg hag uheloc'h eo d'ar pennad savet da gentañ da vezañ diazez ar pennad hepken.--Trec'hlid mitonet 3 Gen 2011 da 09:59 (UTC)[respont]

Ne vin ket a-du gant an doare-se da welout. Me gav eo ret tennañ ar fallañ pa vez anat eo fall, ha dibab ar gwellañ ma c'haller, ne vern petra e oa an anv kentañ : a-wechoù e kaver gwelloc'h. Se zo kaoz e vez adanvet pennadoù zo just a-walc'h. Bianchi-Bihan 3 Gen 2011 da 10:56 (UTC)[respont]

N'edon ket o kaozeal eus an titl, gallout a reer adenvel evel-just pa vez abeg. Ar pezh am boa c'hoant da lavaret eo n'eus ket da sevel ur pennad nevez pa'z eus c'hoazh eus ur pennad gant an hevelep danvez.--Trec'hlid mitonet 3 Gen 2011 da 11:12 (UTC)[respont]