Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 44, bloaz 2014

Eus Wikipedia

27/10/2014 — 02/11/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha daou-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Demat, Chañs zo e vefe fazioù e lec'hanvioù 'zo, 'm eus aon : reizhit hardizh 'ta ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Her 2014 da 07:43 (UTC)[respont]

Kunujenner, c'hoazh hag adarre[kemmañ ar vammenn]

An Trec'hlider Minimo ken divarrek da zisplegañ ur mennozh, ma ne oar nemet kunujenniñ ar re na savont ket a-du gantañ (un ober difennet gant ar wikipedia): brav eo bezañ gwarezet gant merourien ar wiki-mañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Okitania&diff=1598302&oldid=1598284 . Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Her 2014 da 12:50 (UTC)[respont]

Peseurt kunujenn(où)? Peseurt kemm a zo etre ar pezh a oa bet lakaet gant BB (e-lec'h ar skrid a-raok ha hep reiñ an disterañ displegadenn) ha prezeg Soazig M. da skouer: «Les occitanistes sont pourtant les plus mal placés pour accuser les autres de vouloir tuer des langues puisque ratifier la charte [des langues régionales ou minoritaires] serait substituer l’occitan, fabrication politique totalement artificielle (comme le breton surunifié), aux langues d’oc : le gascon, le limousin, l’auvergnat, le provençal sont éliminés.» [1]?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Her 2014 da 13:41 (UTC)[respont]

Klask lakaat da grediñ eo fall ar stumm n'eo ket implijet gantañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Marcel_Cachin&diff=1570008&oldid=1569927. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Her 2014 da 12:53 (UTC)[respont]

Klask touelliñ an dud n'eo ken. Evel ma oa bet displeget ganin ne'm boa graet nemet adlakaat ur stumm reizh bet cheñchet gant Bianchi Bihan hep reiñ an disterañ displegadenn [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Her 2014 da 13:11 (UTC)[respont]

Touelliñ an dud eo klask lakaat da grediñ e ya a-du gant FM (pe ar Mélenchon, pe unan all, hervez an deizioù hag ar banneoù aet gantañ) kement hini ha ne lonk ket e silioù ... Ar poent Godwin a vez tizhet gantañ seul wech ma taol anvioù e spontailhoù d'ar re ne savont ket a-du gant e aviel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Her 2014 da 15:12 (UTC)[respont]

Peseurt poent Godwin? Bet out o lakaat rik-ha-rik savboent enebourien an okitaneg, dre guzh ha hep displegadenn, e-lec'h ar pezh a zo degemeret dre vras (betek gant ar stad c'hall), lakaet ganit da "silioù" ha da "aviel". Ne'm eus graet nemet lakaat ar pezh a oa a-raok er pennad abaoe bloavezhioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Her 2014 da 16:36 (UTC)[respont]

Feiz fall, evel kustum. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Her 2014 da 16:44 (UTC)[respont]

Goap[kemmañ ar vammenn]

Trelaterezh adarre : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Rockfield&diff=1598549&oldid=1598523. Kement tamm labour chomet da beurechuién a zo "goap ouzh ar yezh". Ha ma yafes da ober gant an arguzenn-se ouzh ar re a skuilh kelorniadoù brizhvrezhonek hep ne larfes ger dezhe? Dallet gant ar gasoni, an trec'hlider. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Her 2014 da 16:31 (UTC)[respont]