Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 34, bloaz 2013

Eus Wikipedia

19/08/2013 — 25/08/2013[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha tregont eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

HTTPS for users with an account[kemmañ ar vammenn]

Greetings. Starting on August 21 (tomorrow), all users with an account will be using HTTPS to access Wikimedia sites. HTTPS brings better security and improves your privacy. More information is available at m:HTTPS.

If HTTPS causes problems for you, tell us on bugzilla, on IRC (in the #wikimedia-operations channel) or on meta. If you can't use the other methods, you can also send an e-mail to https@wikimedia.org.

Greg Grossmeier (via the Global message delivery system). 20 Eos 2013 da 18:46 (UTC) (wrong page? You can fix it.)[respont]

Demat, Marteze emaon o faziañ penn-da-benn met, war a seblant ne vefe pennad brezhonek ebet diwar-benn Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver ?--Prieladkozh (kaozeal) 22 Eos 2013 da 11:21 (UTC)[respont]

Ya, divent eo an niver a bennadoù a vank, evel db lazhadeg Wounded Knee . Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 12:41 (UTC)[respont]

Sur a-walc'h ! Siwazh, n'on ket gwall droet gant istor ar Sioued (?), gant hini hon yezh ne lâran ket :-). Troet e oa bet Charte européenne des langues régionales ou minoritaires gant OPaB e Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver : mat eo an titl-mañ d'an holl a-raok ma vo boulc'het ar pennad ?--Prieladkozh (kaozeal) 22 Eos 2013 da 13:09 (UTC)[respont]

Din n'eus forzh an anv evit kregiñ: ma vez kavet abeg gant lod e lavarint abred a-walc'h. Pa vo sklaer, dit pe d'unan all, e vo ret kemmañ, e vo poent ober neuze. Amzer zo, da c'hortoz. Ma vije ret kaout alioù an dud evit sevel pennad ebet e vije peuzc'houllo ar wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 14:16 (UTC)[respont]
Karta europat evit ar yezhoù (rannvro pe bihanniver) da'm soñj, diwar skouer "European charter for regional or minority languages". Llydawr (kaozeal) 22 Eos 2013 da 17:57 (UTC)[respont]
Karta europat ar yezhoù rannvroel pe bihanniverel da'm soñj-me. Ar yezhoù rannvro a gavan iskis : ar yezhoù n'int ket rannvroioù na bihanniveroù, hervezon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 18:39 (UTC)[respont]
Ober gant "rannvroel" zo mat din. Koulskoude, ma reer gant "yezhoù stad", pe "yezhoù Stad", pe "yezhoù-Stad", ha n'eo ket gant "stadel", daoust ha ne c'hallfed ket ober gant "yezhoù rannvro" ivez ? Llydawr (kaozeal) 22 Eos 2013 da 20:11 (UTC)[respont]

Ur gaoz kozh ha dedennus. Daoust hag un anv-gwan eo anv-kadarn? Rak un anv-kadarn e vez an anv-gwan a-wechoù (ar braz eus an dud, ar paour hag ar pinvidig), met peurvuiañ ne vez ket ... Ur yezh-stad, din-me. Ur yezh-rannvro, neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 20:21 (UTC)[respont]

Demat deoc'h,

Skeudennaouet e oa bet levrig ar pezh-c'hoari-mañ gant Arelli, Ralph Soupault ha Koroller : ha goût ha oufec'h piv 'oa ar c'hKoroller-mañ ?

A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Eos 2013 da 14:26 (UTC)[respont]

Mank (bis)[kemmañ ar vammenn]

Hag e-touez an traoù a vank en hon holloueziadur: Lieskementiñ, ha traoùigoù all a denn d'ar c'hoari gant niveroù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2013 da 00:12 (UTC)[respont]

Kavet: Liesadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2013 da 00:14 (UTC)[respont]