Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 30, bloaz 2014

Eus Wikipedia

21/07/2014 — 27/07/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennaken tregontvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Rannvroidi an tennad-hent a c'hellfe teurel ur sell m.p. Kadbzh (kaozeal) 21 Gou 2014 da 12:56 (UTC)[respont]

Goulenn evit å[kemmañ ar vammenn]

Er roll "arouezioù dibar" ne gaver ket A pe a gant un ° a-us. Ezhomm vez evit gerioù e yezhoù skandinavek . Ha tu vefe da glokaat ar roll ? Trug ! Herve

Da c'hortoz e c'hallez kavout al lizherenn-se en ur dremen dre ar varrenn a welez e nec'h ar prenestr ma teu ar skrid war-wel pa skrivez. Gwelet a rez a-zehoù : "araokaet" "arouezennoù dibar" "skoazell". Pouez war "arouezennoù dibar" hag e welez a-gleiz: "latin", "latin astennet" "LFE (IPA)" "Arouezennoù", h.a. Kemer "latin" hag aze e welez un druilhad lizherennoù gant adarouezennoù, en o zouez: Å hag å war al linenn gentañ. Trawalc'h e vo dit pouezañ warno evit ma teufent er skrid. Chañs vat dit gant da bennadoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Gou 2014 da 19:37 (UTC)[respont]

Bepred ar memes tra[kemmañ ar vammenn]

Cheñch gerioù diazezet mat (da be vad?) hep reiñ an disterañ displegadenn, ha ren ur brezel embann gant se [1]. Tamm van ebet pa vez displeget. Ha goude distreiñ ar gaoz gant un dra bersonel n'en deus netra da welet gant an danvez ar pennad. Dispenn mont en-dro ar Wikipedia da'm meno. Ur c'holl amzer evit an holl a dra sur.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Gou 2014 da 11:25 (UTC)[respont]

Atav ar memes tra ganeoc'h. Daoust ha n'oc'h ket mat nemet da vont da ouelañ e barlenn ho mamm kenkent ha laket diaes ? Mezhus ha kasaus hoc'h emzalc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gou 2014 da 11:30 (UTC)[respont]
Ha perak an diaoul ne respontit gwech ebet d'ar goulennoù bet savet ouzhoc'h : marteze n'oc'h ket ken gwenn hag e fell deoc'h diskouez. Deiz pe zeiz ho po ur souezhadenn displijus, sur eo ha n'eo ket marteze !--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gou 2014 da 11:34 (UTC)[respont]