Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26, bloaz 2017

Eus Wikipedia

26/06/2017 — 02/07/2017[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun warn-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h.

Piv oar...?[kemmañ ar vammenn]

Piv gompren ar pezh a c'hoarvez er pennad https://br.wikipedia.org/wiki/Parkadoù_Sivi_Da_Viken. Pe abeg poellek zo da skrivañ :

  • Piv oar? Piv oar? Piv oar?, diwar Quizás, quizás, quizás (talvezout a ra kement ha Marteze, marteze, marteze e spagnoleg), ? (gant ur fazi, rak marteze n'eo ket spagnoleg)
  1. an holl a oar (pe dostik) ne vez ket troet ger ha ger ar c'hanaouennoù, ha roet eo an droidigezh resis (abaoe pell) er pennad ad hoc ;
  2. ma vefe poell tu bennak, e vefe graet kemend-all neuze evit holl ditloù ar pennad, da skouer e-lec'h
  • Ostiz, diwar No Milk Today, e lennfemp Ostiz, diwar No Milk Today (talvezout a ra kement ha " Takenn ebet a laezh e saozneg (gant ur fazi all evel-just) ...

Un displegadur zo? martezeoù? Roit-i, mar plij.

Roll ar martezeoù[kemmañ ar vammenn]

Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Mez 2017 da 07:18 (UTC)[respont]

Krouiñ ur rummad all[kemmañ ar vammenn]

Demat, Daoust ha ne vije ket talvoudus sevel ur rummad nevez ma vije renket ar c'hanaouennoù bet graet gante er film-mañ-film ? "Kanaouennoù film", "Sonerezhioù film", titloù all ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 11:48 (UTC)[respont]

Ha dereat e vije [[Rummad:Roudennoù-son]] pe [[Rummad:Lurelloù-son]] (2 x Geriadur Al Liamm 2014), evit sonioù ha sonerezh ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:14 (UTC)[respont]
Kentañ tro din lenn ar ger "lurell" : daoust ha ne dalvezje kentoc'h da envel ar skor e-unan ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:22 (UTC)[respont]
Gwir eo evit an daou anv, 'm eus aon. Siwazh, ne'm eus kavet testeni ebet evit *filmsonerezh (sonerezh) pe *filmson (kanaouennoù) ; "Kanaouennoù filmoù" ha "Sonerezhioù filmoù" a zereje gwelloc'h marteze. — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:30 (UTC)[respont]
Gortozomp un tammig, ma vo kinnigoù all.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 13:39 (UTC)[respont]

Din-me, ez eo ret soñjal en holl oberennoù a c'hell bezañ kavet :

  • sonerezhioù krouet evit ur film a-ratozh-kaer,
  • sonerezhioù (kozh pe get) (Bolero Ravel implijet evit Les Uns et les Autres da skouer) implijet e-barzh ur film,
  • kanaouennoù orin (La Complainte des infidèles evit La Maison Bonnadieu da skouer) krouet evit ur film a-ratozh-kaer,
  • kanaouennoù (kozh pe get) (Guilty da skouer) implijet e-barzh ur film, hag all...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2017 da 16:13 (UTC)[respont]


Hopala ! Gwall ledan an dachenn... Setu amañ kinnigoùigoù :

[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar sinema]]
[[Rummad:Sonerezhioù adimplijet er sinema]]
[[Rummad:Kanaouennoù orin evit ar sinema]]
[[Rummad:Kanaouennoù adimplijet er sinema]]

[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar skinwel]]
[[Rummad:Sonerezhioù adimplijet er skinwel]]
[[Rummad:Kanaouennoù orin evit ar skinwel]]
[[Rummad:Kanaouennoù adimplijet er skinwel]]

[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar skingomz]]
[[Rummad:Sonerezhioù adimplijet er skingomz]]
[[Rummad:Kanaouennoù orin evit ar skingomz]]
[[Rummad:Kanaouennoù adimplijet er skingomz]]

[[Rummad:Sonerezhioù orin evit ar c'hoarioù video]]
[[Rummad:Sonerezhioù adimplijet er c'hoarioù video]]
[[Rummad:Kanaouennoù orin evit ar c'hoarioù video]]
[[Rummad:Kanaouennoù adimplijet er c'hoarioù video]]

... Renabliñ ar sonerezhioù, kanouennoù, filmoù, stiradoù skinwel, etc, zo d'ober ivez... — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Mez 2017 da 16:44 (UTC)[respont]

Demat, Emañ ar gwir ganeoc'h : n'em boa ket soñjet er skinwel tamm ebet nag en tachennoù all (skingomz, c'hoarioù video).--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2017 da 07:50 (UTC)[respont]

N'on ket sur e vefe kavet an holl rummadoù -se er wikioù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2017 da 12:10 (UTC)[respont]

Lizherennoù tev[kemmañ ar vammenn]

  • Abaoe ur pennad e weler gerioù zo, e pennadoù zo, skrivet gant lizherennoù bras. Kemmet eo politikerezh wikipedia? A-raok ne vezent ket aotreet. Ha pa veze skrivet evel-se e veze laret : ARABAT HUCHAL!
  • Goude teurel ur sell er wikipediaoù arall : n'eus nemet e brezhoneg e vez graet gant lizherennoù bras.
  • E pep lec'h e vez skrivet wikipedia er pennadoù : koulskoude eo WIKIPEDIA eo a zo skribet e korn krec'h kleiz pep pajenn.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2017 da 12:10 (UTC)[respont]

Terriñ liammoù[kemmañ ar vammenn]

Difennet eo terriñ al liammoù :

Ar sorc'henn nevez eo skrivañ gant lizherennoù bras ar gerioù hervez ar froudenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 07:08 (UTC)[respont]

Ravoderezh[kemmañ ar vammenn]

Hag ar geriadurour meur da c'houlenn :Ar ger kourtizanez zo testeniekaet e brezhoneg. > Pelec'h ?.