Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 25 bloaz 2007

Eus Wikipedia

18/06/2007 — 24/06/2007

skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun warn-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Wikipedia:Digejañ (298 liamm)
  2. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (219 liamm)
  3. Rummouriezh (202 liamm)
  4. Chordata (196 liamm)
  5. Anv skiantel (177 liamm)
  6. Rann velestradurel (176 liamm)
  7. Oman (112 liamm)
  8. Togo (111 liamm)
  9. Brunei (109 liamm)
  10. Ginea (108 liamm)

Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 23:50 (UTC)[respont]


Pajenn digejañ[kemmañ ar vammenn]

Bez e c'hallfemp sevel ur bajenn digejañ Roll an oberennoù brezhonek, gant adksoù war-du

  • roll an oberennoù brezhonek orin
    • roll ar romantoù
    • roll ar barzhonegoù
    • roll an danevelloù
    • roll ar pezhioù-c'hoari
    • roll al levrioù istor
    • roll al levrioù skiantel


  • roll an oberennoù brezhonek troet
    • roll an oberennoù brezhonek troet e yezhoù all
    • roll al levrioù troet diwar yezhoù all
      • roll al levrioù skiantel
      • roll al levrioù bugale
    • roll an oberennoù troet diwar yezhoù all
      • roll ar barzhonegoù troet diwar yezhoù all
      • roll an danevelloù troet diwar yezhoù all
      • roll ar c'hanaouennoù

N'eus ket mall, n'eo ken evit prederiañ un tamm diwar-benn un doare da strollañ , ha da zigejañ un tamm, an daou dra war un dro. Danvez da gaoz. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 12:24 (UTC)[respont]

Wikibomperien[kemmañ ar vammenn]

Pell zo dija m'oa komzet eus se ha krouet ur bajenn a-ratozh. Un dra vat e vije d'am soñj envel wikibomperien da sikour ar verourien da zirouestlañ ar c'hudennoù pa zo tabutoù war pajennoù 'zo (evel da skouer war ar bajenn Pablo Picasso). Lennit ar bajenn-mañ marplij: Wikipedia:Wikibomperien. Trugarez evot ho alioù ha kinnigoù ha soñjoù. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 19 Mez 2007 da 11:29 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun[kemmañ ar vammenn]

Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

Aet omp un tammig war-raok. Ma vez muioc'h a dud o kenlabourat e vo tu da lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ buanoc'h! Trugarez deoc'h. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 20 Mez 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel all[kemmañ ar vammenn]

  • Sevel listenn skolioù Diwan (marteze e c'hallje un den eus Diwan kaout ul listenn da lakaat er pennad)
  • Menegiñ pep skol er pennadoù diwar-benn ar parrezioù m'emaint
  • Menegiñ ar skol e kement pennad a zo diwar-benn ar barrez er yezhoù all.

Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 17:27 (UTC)[respont]

Klask a rin ober war dro, p'am 'o amzer --Ronan 20 Mez 2007 da 19:52 (UTC)[respont]

Pa lennan ar skrid a vez lakaet e pep pajenn digejañ e reizhfen a-walc'h an tamm fazi zo e-barzh, met n'hallan ket kavout an hent. Bianchi-Bihan 21 Mez 2007 da 19:19 (UTC)[respont]

Penaos kas ur mil da bemp kant[kemmañ ar vammenn]

Er pennad merc'h nevez (ha peuzdistrujet : kaset eus 7 676 bytes da 341!) e lenner kement-mañ bremañ: ‘’Merc'h a c'hell talvezout Un den gwregel e reizh: sellet ouzh maouez’’.

Ar maouezed e brezhoneg n’eo ket an holl dud “gwregel o reizh”, met al lodenn goshañ anezho. Ur ger a vez graet eus an holl dud “gwregel o reizh” en hon reizh, merc’hed an hini eo, ha hini all ebet.

Peogwir eo graet wikipedia gant an holl, e roan ma soñj war stad an traoù:

  • Dibab ar ger maouez a zo kement ha lakaat doare ar galleg hag saozneg war ar brezhoneg.
  • Ar bajenn ‘’merc’h’’, lakaet treut-gagn evel ma’z eo, ne glot ket ken, evel a-raok, gant an implij eus ar ger e brezhoneg, n’eo ket mui ur pennad holloueziadurel.

Bianchi-Bihan 21 Mez 2007 da 21:36 (UTC)[respont]

Me gav eo reishoc'h an doare gallek : m'eo aet merc'h da dalvezout plac'h dizimez ha plac'h dimezet yaouank e teu an tech-se eus an dispriz a veze warno pa oant dindan kazeg-yev pe o zad pe o mammoù-kaer. Pa oant tud en oad e c'hellent bezañ gwelet evel maouezed. Blaz ar stuzegezh kozh a zo war an disrannadur-se. Lakaomp ar brezhoneg en hon amzer-deomp ken gwir eo re bounner pouez kevredigezh ar maezioù war ur yezh kêrel ha modern meur a wech. --Ch. Rogel 25 Mez 2007 da 21:02 (UTC)[respont]

Gouzout a ran, ar galleg zo diouzh ar c'hiz, ar brezhoneg yac'h n'eo ket.
E-lec'h "lakaat ar brezhoneg en hon amzer" (da lavarout eo, hervez a gomprenan, gallekaat ar brezhoneg) e kinnigan lakaat hon amzer e brezhoneg.
E kembraeg evel e brezhoneg e talv Merc'hed kement ha women, femmes. Skouer: cy:Merched y Wawr. Marteze n'eo ket ur yezh eus hon amzer eo ar c'hembraeg ivez.
Skrivañ a rez m'eo aet merc'h da dalvezout plac'h dizimez ha plac'h dimezet yaouank. N'anavezen ket an dra-se: pelec'h e vez laret pe skrivet kement-se? Bianchi-Bihan 26 Mez 2007 da 03:05 (UTC)[respont]

Ne weler ket an daolenn.

Krist marv
Andrea Mantegna, 1480
Tremplivadur war vezher
68 × 81 cm
Pinacoteca di Brera, Milano

Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 02:52 (UTC)[respont]

Peogwir n'eo ket bet eilet war ar servijer sur-mat. Neal (Kaozeal) 24 Mez 2007 da 08:08 (UTC)[respont]
Un amzer zo bet e oa kenlabour. O tempora, o mores (Cicero)Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 13:01 (UTC)[respont]

"Deskomp c'hoari an echedoù" (Roparz Hemon) pe c'hoari echedoù ? trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Mez 2007 da 16:21 (UTC)[respont]

Kavout a reer c'hoari ar vazh, c'hoari'r c'hartoù (yezh Treger). Gant bennozh RH ne spontfen ket rak c'hoari (a)n echedoù. Met n'ouzon ket c'hoari. Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 16:41 (UTC)[respont]

Diouzh gwelout ez eus chomet ur bern "external links" er pennadoù. Petra a c'hall ar robod ober evit o brezhonekaat e "liammoù diavaez"? Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 17:28 (UTC)[respont]