Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 25, bloaz 2014

Eus Wikipedia

16/06/2014 — 22/06/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun warn-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Dre n'anavezan tamm ebet ar reolenn(où) a ren 'r seurt traoù ez an da sevel ma goulenn en un doare eeun : piv resis en devez an droed da vont da wiriañ chomlec'h unan bennak hag en dije graet gant un IP kuzh, e gwirionez ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2014 da 15:36 (UTC)[respont]

Daoust hag ur respont am bo digant unan eus ar verourien, mar plij ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 11:51 (UTC)[respont]

Un dra a zo sur: Ar pezh a ra daou zen amañ abaoe ur pennad 'zo, da lavaret eo klask lakaat ar gumuniezh da zivinout piv a vije (gant lavaroù a-boan kuzhet; e gwir pe e gaou, ne vern) a-drek an implijer-mañ-implijer – me ha Sad Edgar kement ha lavaret berr – a zo difennet groñs: « tout contributeur qui dévoile des données personnelles d'un tiers est sanctionné d'un blocage immédiat. Toute menace d'exposer des données personnelles sera considérée comme une attaque personnelle et sera traitée en conséquence.», setu ar pezh a gaver war ar wikipediaoù all (an hini gallek amañ).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mez 2014 da 16:04 (UTC)[respont]

Ne respontit ket evel boaz ! Re bell out bet ar wech-mañ : ret eo deoc'h skrivañ piv emaoc'h o kaozeal anezhe pa skrivit daou zen. Ha diwallit aotrou Trec'hlid mitonet rak n'on ket o farsal tamm ebet ha prest on da vont pell gant an afer-se, m'hen asur deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2014 da 16:17 (UTC)[respont]

Er rann "Gwiriekaat ur chomlec'h IP" e kaver Ne c'hell den ebet ober kement-mañ war ar wiki brezhoneg evit ar mare. Ma 'z eus ezhomm e c'heller sevel ur goulenn amañ. Neuze ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2014 da 16:20 (UTC)[respont]

Edgar Yoael a ra gwashoc'h eget damlavarout, dizehan, abaoe bloaz pe zaou, ha pa'm eus bet goulet e vije graet un evezhiadennig dezhañ, mann ebet. Ha serriñ e gont, nebeutoc'h c'hoazh. Sklaer eo, gwarezet eo, hag en em anavezout a rit. E-lec'h lavarout dezhañ paouez ne rez nemet reiñ ton dezhañ abaoe pell zo. Evit lakaat ar soubenn da drenkañ n'eus ket gwelloc'h. Ma en deus galloud (kuzh) da glask an IPoù, pe ma c'hall kaout dre zarempred, ez eus un dra bennak brein e rouantelezh Danmark. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2014 da 16:29 (UTC)[respont]

Yoel 'zo bet stanket (ha prim, ar pezh a ziskouez ne oa ket gwarezet). N'ouzon ket piv eo Sad Edgar, n'ouzon ket piv eo Prieladkozh ivez, ha reoù all kennebeut all (ha n'omp ket sañset gouzout, hervez diazezoù Wikipedia). Ar pezh a ouzon avat eo ez eus kant lec'h digor war an internet ma c'haller heuliañ IPoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mez 2014 da 17:31 (UTC)[respont]

N'emaoc'h ket o vont d'en em dennañ e-giz-se rak tremen skuizh on gant ho tamvenegoù : piv eo an "daou zen" ho peus graet meneg anezhe uheloc'hik ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2014 da 17:36 (UTC)[respont]

Lost al leue[kemmañ ar vammenn]

N'ouzon ket piv eo Sad Edgar... Se n'eo nemet tremen lost al leue dre c'henoù an dud. Gwelloc'h eget nikun e oarez n'eus nemet un den a-drek an daou anv Yoael hag Edgar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2014 da 18:37 (UTC)[respont]

Setu c'hoazh un dra a-live gant ar pezh a oa bet dec'h, pa oa bet graet "ur c'hampion IPoù kuzh" ac'hanon. Diwir, dibrouenn...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Mez 2014 da 11:38 (UTC)[respont]
Ne rit nemet c'hwezhañ avel hep respont d'ar goulennoù eeun a saver ouzhoc'h : piv eo an "daou zen" a "glask lakaat ar gumuniezh da zivinout piv a vije (gant lavaroù a-boan kuzhet; e gwir pe e gaou, ne vern) a-drek an implijer-mañ-implijer – me ha Sad Edgar kement ha lavaret berr" ? Bezit kalonek evit ur wech, mar plij ganeoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 11:49 (UTC)[respont]
Daoust ha tamallet on-me ganeoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 11:53 (UTC)[respont]
Perak ez ajen-me da respont d'unan bennak en deus kunujennet ac'hanon, hag a ren brezelioù embann a-enep din en eneb da reolennoù ar wikipedia? Bras a-walc'h oc'h emichañs evit gouzout petra ho peus skrivet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Mez 2014 da 12:17 (UTC)[respont]
EVIT AR WECH DIWEZHAÑ : DAOUST HA TAMALLET ON-ME GANEOC'H PE GET ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 12:22 (UTC)[respont]

Lakaomp an traoù sklaer[kemmañ ar vammenn]

  1. Piv an hini kentañ da ober un damveneg eus labour un den evit klask ober droug dezhañ? Edgar-Yoael-Tifortwo-hameoarpetrac'hoazh .
  2. Piv en deus kredet mont da-heul Edgar hag ober anv, eveltañ, eus pelec'h e labour an dud, ha dre veur a wech, ha gant drougiezh? An Trec'hlider minimo.
  3. Pegoulz e oa deuet an Trec'hlider da ober anv eus ar reolenn a zifenn ober kement-se, reolenn hag a zo anavezet gantañ abaoe bloavezhioù? Dec'h, bloavezhioù goude, pa'm boa kredet ober un damveneg eus labour Edgar Gwengamp. Neuze e lavaran: pilpouserezh eus ar c'hentañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2014 da 12:12 (UTC)[respont]

Goulenn mallus ouzh ar verourien[kemmañ ar vammenn]

Sed amañ da-heul testenn ur goulenn bet lakaet a-wel-kaer ganin-me dec'h :
Dre n'anavezan tamm ebet ar reolenn(où) a ren 'r seurt traoù ez an da sevel ma goulenn en un doare eeun : piv resis en devez an droed da vont da wiriañ chomlec'h unan bennak hag en dije graet gant un IP kuzh, e gwirionez ? A galon.

Sed amañ da-heul ar respont bet kaset gant an implijer Trec'hlid mitonet un nebeud munutennoù war-lerc'h :
Un dra a zo sur: Ar pezh a ra daou zen amañ abaoe ur pennad 'zo, da lavaret eo klask lakaat ar gumuniezh da zivinout piv a vije (gant lavaroù a-boan kuzhet; e gwir pe e gaou, ne vern) a-drek an implijer-mañ-implijer – me ha Sad Edgar kement ha lavaret berr – a zo difennet groñs: « tout contributeur qui dévoile des données personnelles d'un tiers est sanctionné d'un blocage immédiat. Toute menace d'exposer des données personnelles sera considérée comme une attaque personnelle et sera traitée en conséquence.», setu ar pezh a gaver war ar wikipediaoù all (an hini gallek amañ).

Goulenn a ran ma vo rediet Trec'hlid mitonet da zisklêriañ hag un tamall ouzhin ez eo pe get. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 12:53 (UTC)[respont]

N'eo ket e-mod-se e ya en dro Wikipedia !
Evit afer an IPoù eo simpl an traoù : pa vez douetañs bras war 2 gont (pe muioc'h) a vefe lusket gant ur memes den e c'heller goulenn ma vo gwiriet an IPoù a-benn gouzout m'eo ar memes hini. --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 10:35 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Mar komprenan mat ar pezh emaoc'h o paouez skrivañ, aotre en devoa Sad Edgar da embann N'eus bet tagadenn bersonel ebet aze, burutellet eo bet labour IP@ 193.49.223.190 er rannbennad-se, a zo bet postet eus CRI Skol-veur Roazhon II. ? A galon. --Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2014 da 12:54 (UTC)[respont]
Va respont n'eo ket re liammet ouzh ar pezh en deus graet Sad Edgar, displegañ a raen kentoc'h ar pezh a c'hell bezañ graet gant ur merour e liamm gant an IPoù (evit respont d'ho koulenn " piv resis en devez an droed da vont da wiriañ chomlec'h unan bennak hag en dije graet gant un IP kuzh, e gwirionez ?"). --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:19 (UTC)[respont]
Neuze e savan ar goulenn ouzhoc'h en un doare disheñvel : hag aotreet e vez e vefe diskuliet chomlec'h un implijer bennak gant un implijer all, evel m'en devoa graet Sad Edgar n'eus ket pell 'zo ? --Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2014 da 15:23 (UTC)[respont]
A-hend-all n'en deus den ar galloud da rediañ hini pe hini d'ober tra pe dra. Ur merour en deus ostilhoù ouzhpenn, ha ket galloud. An ostilhoù en deus da stankañ hini pe hini ma vez ret, da skouer. --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 10:35 (UTC)[respont]
Sklaer eo. Gallout a reer reiñ traoù gaou da grediñ diwar-benn unan bennak hep bezañ rediet da zegas prouennoù gwirion ; se an hini eo ? --Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2014 da 12:58 (UTC)[respont]
N'eo ket se a lavaran. "Goulenn a [rit] ma vo rediet Trec'hlid mitonet...", respont a raen eta. --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:19 (UTC)[respont]
Ma'm bije-me skrivet an hanter eus ar frazenn bet savet gant Trec'hlid mitonet e vije bet goulennet gantañ stankañ ma c'hont, hep mar ebet. N'in ket d'hoc'h abuziñ pelloc'h, desket mat em eus ar gentel-mañ avat. A galon. --Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2014 da 15:23 (UTC)[respont]

Taolenn "kumunioù kozh"[kemmañ ar vammenn]

Pa c'hello un den leun a skiant kinnig ur skwer Taolenn "kumunioù kozh" m.p. Kadbzh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 15:30 (UTC)[respont]

Tuchant e arruo an hañv hag e kano ar bobelan...[kemmañ ar vammenn]

.... hag e c'hello ma c'henseurted gober luc'hskeudennoù eus kement tra a c'hello bout mat d'hon Wiki: maerdioù, tiez-gar, ilizoù, chapelioù, tavarnioù, bobelaned, monumantoù ar re varv, kastelloù, hag all... Trugarez en a-raok. Kadbzh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 15:35 (UTC) Hag e rin, ma prenan ur mekanik nevez, e-lec'h an hini kozh, foeltret. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2014 da 15:51 (UTC)[respont]

Using only UploadWizard for uploads[kemmañ ar vammenn]

Wikimedia Commons logo

Hello! Sorry for writing in English. It was noted that on this wiki upload is not fully functional for users, who will experience a very difficult and/or illegal uploading. In fact, the licenses/copyright tags dropdown is empty, making it hard or impossible to comply with copyright requirements during upload itself.

Presumably, you don't have interest nor energies to have hundreds templates with the now required HTML, even less a local EDP. I propose to have

so that you can avoid local maintenance and all users can have a functioning, easy upload interface in their own language. All registered users can upload on Commons and existing files will not be affected.

All this will get done around 2014-07-03.

  1. If you disagree with the proposal, just remove your wiki from the list. Remember also to create MediaWiki:Licenses locally with any content (see a simple example), or uploads will be soon disabled anyway by MediaWiki itself (starting in version 1.24wmf11).
  2. To make the UploadWizard even better, please tell your experience and ideas on commons:Commons:Upload Wizard feedback.

Nemo 19 Mez 2014 da 13:09 (UTC)[respont]

As you noticed there are a few problems with the way files are uploaded here, but we are working on it... --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:31 (UTC)[respont]
Ok, I've removed br.wiki from my list. When you're done working/thinking on it, you can follow m:Requesting wiki configuration changes on your own if you want. --Nemo bis (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:56 (UTC)[respont]
Hi Y-M D and Nemo bis,
I think Nemo proposal is a pretty good one. Honnestly, we're working to improve our process here but it took a long times (and it will not be ready ar sizhun a zeu), so it would be a lot easier to work on Commons.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 23 Mez 2014 da 10:41 (UTC)[respont]
Well, VIGNERON if you think it is better to do like this let's do it ! --Y-M D (kaozeal) 6 Gou 2014 da 18:57 (UTC)[respont]
Thanks for the update, I'll file the request. Do you also want to disable uploads completely? --Nemo bis (kaozeal) 21 Gou 2014 da 10:22 (UTC)[respont]

Media Viewer is now live on this wiki[kemmañ ar vammenn]


Media Viewer lets you see images in larger size

Greetings— and sorry for writing in English, please translate if it will help your community,

The Wikimedia Foundation's Multimedia team is happy to announce that Media Viewer was just released on this site today.

Media Viewer displays images in larger size when you click on their thumbnails, to provide a better viewing experience. Users can now view images faster and more clearly, without having to jump to separate pages — and its user interface is more intuitive, offering easy access to full-resolution images and information, with links to the file repository for editing. The tool has been tested extensively across all Wikimedia wikis over the past six months as a Beta Feature and has been released to the largest Wikipedias, all language Wikisources, and the English Wikivoyage already.

If you do not like this feature, you can easily turn it off by clicking on "Disable Media Viewer" at the bottom of the screen, pulling up the information panel (or in your your preferences) whether you have an account or not. Learn more in this Media Viewer Help page.

Please let us know if you have any questions or comments about Media Viewer. You are invited to share your feedback in this discussion on MediaWiki.org in any language, to help improve this feature. You are also welcome to take this quick survey in English, en français, o español.

We hope you enjoy Media Viewer. Many thanks to all the community members who helped make it possible. - Fabrice Florin (WMF) (talk) 19 Mez 2014 da 21:54 (UTC)[respont]

--This message was sent using MassMessage. Was there an error? Report it!

War facebook e oa bet skignet ar c'hemenn-mañ (perak n'eo ket bet embannet amañ?): Dizoloiñ Wikipedia e brezhoneg d'an 20 a viz Even e Roazhon. Anavezout a rit an holloueziadur en-linenn Wikipedia moarvat met daoust ha gouzout a rit e c'hallit kemer perzh evit he c'hlokaat ha he wellaat ? Daoust ha gouzout a rit ez eus ur Wikipedia e brezhoneg ? Kinniget e vo gant kevredigezh Wikimédia France ha Kantin Niverel Roazhon ur stal dizoloiñ a-benn kompren mont en-dro an holloueziadur a-youl-vat. Kenlabourerien gant skiant prenet a sikouro ac'hanoc'h da gregiñ ganti : Piv a gemm an holloueziadur ? Petra eo he reolennoù ha spered ar raktres ? Penaos e c'hall pep hini ac'hanomp kemer perzh, gwellaat, krouiñ ur pennad pe ouzhpennañ skeudennoù ? Lakaet e vo ar pouez war Wikipedia ha Wikimammenn (levraoueg dieub) e brezhoneg dreist-holl. Un tamm skoazell a vo roet deoc'h ivez evit klask ober kemmoù war-eeun. Ma fell deoc'h e c'hallit neuze degas hoc'h urzhiataer hezoug. Emgav neuze da 12e30 d'ar Gwener 20 a viz Even 2014, e skourr ar c'hantin : 20 straed Isly e Roazhon (savadur an "3 soleils"), ret eo pouezañ war ar bouton evit mont-tre ha pignet en eil estaj. Digoust ha digor d'an holl eo, met pedet oc'h da lakaat hoc'h anv war lec'hienn Kantin niverel Roazhon mar plij : http://www.lacantine-rennes.net/events/wikipedia-langue-bretonne/. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mez 2014 da 03:00 (UTC)[respont]

Perak ? Peogwir n'o deus ket ezhomm ar wikipediourien da zizoleiñ Wikipedia ;) Embannet e vo amañ ivez ar wech a zeu. VIGNERON (kaozeal) 23 Mez 2014 da 07:01 (UTC)[respont]

Savboent iskis. Ar c'henaoueien a labour amañ, perak e fell dezho bezañ kelaouet ouzhpenn? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2014 da 07:04 (UTC)[respont]

? VIGNERON (kaozeal) 23 Mez 2014 da 10:32 (UTC)[respont]