Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 24, bloaz 2017

Eus Wikipedia

12/06/2017 — 18/06/2017[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun warn-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Diouer a zaveoù, brezel kemmañ, falstamall, kunujenn[kemmañ ar vammenn]

  • Sikofant, Kolakret, Ekklesia, Apodekted, Somatofilaked, Kaneforenn, Hierofant : testeniekaet neblec'h, gerioù goveliet gant Bianchi-Bihan dre lakaat reizhskrivadur ar brezhoneg war gerioù henc'hresianek.
  • Gwelit istor ar pennad Sikofant : kenderc'hel a ra an implijer da lemel ar menegoù a c'houlenn daveoù.
  • Gwelit Kaozeal:Sikofant : ar Pab en devije roet aotreet an implijer da ober kement all ; tamallet kunujennoù din ; lakaet un implijer a zo savet a-du ganin da hibouder (*sikofant) ; lakaet ur fed yezhoniel da "ali personel".

War a hañval ez eo mennet Bianchi-Bihan da genderc'hel gant e hent, evit sankañ an tach ha beuziñ pep striv a glaskfe kempenn an traoù.
Ha den pe zen zo evit lakaat spered Wikipedia da dalvezout ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 16 Mez 2017 da 07:44 (UTC)[respont]

N'out ket pab, ha pa garfes bezañ hini ar brezhoneg, den ebet a-raok n'en deus bet ezhomm da vennozh evit krouiñ pennad ebet amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:39 (UTC)[respont]
Kunujennoù boas https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AIwerzhonadez&type=revision&diff=1750136&oldid=1750128 Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:47 (UTC)[respont]
Lenn mat pezh a skrivez : "War a hañval ez eo mennet ... da genderc'hel gant e hent, evit sankañ an tach ha beuziñ pep striv a glaskfe kempenn an traoù" . D'am meno e vefe gwell dit paouez a gomz eus "lakaet ur fed yezhoniel da "ali personel"" diwar-benn tud all : fedoù brezhonek zo n'int ket peurvestroniet ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:47 (UTC)[respont]


Fazan Kolc'his[kemmañ ar vammenn]

Dilamet eo bet gant ar Prielad kozh ar c'hemenn holloueziadurel-mañ :

P'emaout oc'h ober brezel d'ar ger Kolc'his, goude ma'z eo un anv gresianek skrivet mat hervez hon div relijion, arabat dit ankouaat  : https://br.wikipedia.org/wiki/Fazan_Kolc%27his. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2017 da 08:20 (UTC)[respont]

Anzav[kemmañ ar vammenn]

Ya, kadarnaat a ran laouen ! Goulennet em boa, meur a wech, gant an implijer Bianchi-Bihan ma paouezje da vont dre de ouzhin : bewech ma vo lakaet un dra bennak gantañ er rann Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh e vo lamet ganin, ken sklaer ha tra ! Ur bern tud a zo aet ouzhpenn skuizh amañ gant emzalc'h tagus an implijer-se...--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2017 da 08:52 (UTC)[respont]

Brav!
  1. Bravat anzav! bewech ma vo lakaet un dra bennak gantañ ... e vo lamet ganin, ken sklaer ha tra ! Setu ar wikipedia deuet da vout da barkig c'hoari brezel a-enep ar re n'anavezont ket da veurdezig.
  2. Tud zo a wel tasmantoù e pep lec'h, re all "un emzalc'h tagus", e-barzh mont dre de ouzh an dud. Met hervez mojenn ar blouzenn hag an treust, ne vezont ket nec'het o teurel kunujennoù : te a ra gant feiz fall, vis fall, hag all.
  3. Anaout a rez ar reolenn wikipedel Wikipedia:Krediñ e feiz vat ar genlabourerien ?
  4. Ha peogwir e laran te ouzhit (e doare ar wikipedia) ez eo ret dit ober labour enepholloueziadurel evel terriñ al liammoù a-bouez, etre skrign ha skrignadenn amañ: https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=skrignadenn&diff=next&oldid=241109 . A gavez reizh moarvat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2017 da 11:49 (UTC)[respont]