Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2014

Eus Wikipedia

21/04/2014 — 27/04/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er seitekvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Phare des Héaux de Bréhaut[kemmañ ar vammenn]

Demat,
Ha petra a vez graet eus an tour-tan-mañ e brezhoneg, mar plij ganeoc'h ?
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 12:23 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
Mard eo eus Phare des Héaux de Bréhat ez eus kaoz, Ar C'hern eo an anv a zo war gartenn vrezhonek Breizh evel m'eo bet kenembannet gant Ofis ar Brezhoneg hag ar CMB ; war dachenn kumun Pleuvihan emañ.
Setu amañ ul liamm a c'hallfe bout spletus evit sevel ur pennad : Phare des Héaux de Bréhat
...Dav de'i !
Sad Edgar (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 14:11 (UTC)[respont]
Trugarez eus an ditouroù met ne gav ket din e ve an tour-tan-mañ war ar gartenn vrezhonek ho peus graet meneg anezhi. Evit Ar C'hern em eus aon e ve kentoc'h tour-tan kozh Ar C'horn (Phare de la Corne e galleg)...--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 16:14 (UTC)[respont]

Ha ma... Ouzh ar voger e-tal din emañ ar gartenn 100x120 cm bepred, Ar C'hern eo a zo skrivet e-kichen arouez an tour-tan a zo e penn Erv an Talberzh, 10 km gwalarn eus Enez Vriad...
E-tal da Borzh Benniget emañ La Corne, war ar gartenn ha hervez al lec'hienn-mañ.
Sed a zo droch avat ! Dav e vo pignat er c'harr ha mont da welet !
Beaj vat !
Sad Edgar (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 18:34 (UTC)[respont]

Eo, war ar gartenn emañ. Amañ e vez kavet ivez [1], hag e-barzh un dro-lavar e vez kavet ivez: "Tour ar C’hern n’eo ket bet savet en un deiz" pa'z eo bet ken labourus hag amzerus e sevel (ar pezh a dalvez un dra bennak evel «Paris ne s'est pas faite en un jour»). Evit egile ez eo "ar C'horn".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 20:58 (UTC)[respont]

Fentusoc'h hiriv eget dec'h[kemmañ ar vammenn]

en:File:ShortReignOfPippinIV.JPG

Pennadoù savet gant un den dianav[kemmañ ar vammenn]

Ha reizh eo e vefe lezet unan bennak, hep anv-implijer ebet, da sevel pennadoù evel Breizh Yaouank, Erwan Vallerie, Unvaniezh Koad Kev ha Yann Vallerie ?!--Prieladkozh (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 14:51 (UTC)[respont]

N'eus nemet o neptuekaat ma kaver abeg enne. Ur pennad pe daou evel ar re-se ne "zistrujont" ket ar wikipedia, ha n'eo ket diaes teurel evezh outo. Niverus a-walc'h eo ar verourien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 16:20 (UTC)[respont]

War c'hallekaat[kemmañ ar vammenn]

Daoust ha sklaer e welan? Abaoe ur sizhun bennak eo aet ar wikipedia war c'hallekaat. N'eus nemedon a welfe kemend-all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 16:22 (UTC)[respont]

Da lâret eo ?!--Prieladkozh (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 16:49 (UTC)[respont]

"Accueil Modifications récentes Page au hasard" Aide Communauté Tavarn Faire un don...Autres langues Ajouter des liens" Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 18:13 (UTC)[respont]

Deus va zu e welan pep tra e brezhoneg. Hag ar re all ? --Y-M D (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:11 (UTC)[respont]
Me ne welan nemet brezhoneg ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:13 (UTC)[respont]
Ne welan nemet brezhoneg ivez. Met c'hoarvezet ez eus bet ganin a-wechoù lenn menegoù brezhonek en ur Wikipedia en ur yezh all, pa dremenen eus an eil Wikipedia d'egile. N'eo ket kalz a dra. Ha ne bad ket. --Llydawr (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:41 (UTC)[respont]

Modification de Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2014 (section)[kemmañ ar vammenn]

Tost pep tra e galleg abaoe ur sizhun : dre ma kav din e pad pell ammzer eo e laran. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2014 da 03:28 (UTC)[respont]