Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 14, bloaz 2013

Eus Wikipedia

01/04/2013 — 07/04/2013[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pevarzekvet sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Burevidi ha Merourien[kemmañ ar vammenn]

Ar sizhun tremenet em boa lammet war degouezh goulenn ur robot evit sevel goulenn ar vurevidi ne vezont ket gwelet abaoe pell. Tud zo o deus respontet, o zrugarekaat.

Bremañ em eus c'hoant d'ober un dro war dachenn mont en-dro hor wiki-ni evit gouzout peseurt ezhomm hon eus.

Daou vureviad a zo, Kadwalan ha Neal. Evit abegoù zo, ne vez ket gwelet an hini kentañ abaoe miz Du 2011 hag egile abaoe miz Gwengolo 2010, ar pezh a zo pell. D'am soñj e c'hellomp embann n'eus bureviad ebet ken war hor wiki-ni, ha mat e vije stankañ an toull.

Evit ar verourien bremañ, unnek a zo hervez roll ar verourien, gwelomp bremañ hag-eñ int oberiant.

  • An daou verour-bureviad, evel m'hon eus gwelet, n'int ket.
  • Aoineko a oa ur merour galleger a rae war-dro ar raktres en e zeroù.
  • Paotr en deus graet e zegasadenn diwezhañ e miz Genver eus ar boaz-mañ, ar pezh n'eo ket pell. Met an hini a-raok a zo bet graet e miz Du 2011 ar pezh a zo pell.
  • Fulup en deus graet e zegasadenn diwezhañ ar miz-mañ hag oberiant eo.
  • Benoni ne vez ket gwelet abaoe Gouere 2009, ar pezh a zo pell.
  • Ch. Roger en deus graet e zegasadenn diwezhañ e miz Eost 2012, ar pezh a zo pellig-a-walc'h.
  • Ex-Smith ne vez ket gwelet abaoe miz Eost 2012 ivez.
  • Y-M D a zo oberiant, trugarez dezhañ.
  • Gwendal a zeu ur wezhig an amzer, a-walc'h evit respont d'ar goulennoù memestra hag ober e labour merour.
  • VIGNERON a zo oberiant, met labourat a ra kentoc'h war ar wiki gallek (ar pezh a zo reizh), neuze n'en deus ket amzer d'ober muioc'h moarvat.

Neuze, war unnek merour ez eus 4 hini oberiant, 2 en o zouesk a zeu ur wezh da nebeutañ dre viz, 6 n'int ket, hag 1 a zo er-maez eus ar rummadoù.

Goulenn a ran ho alioù : daoust hag-eñ e soñjit e vefe mat sevel ur votadeg a-benn dilenn burevidi nevez e-touesk ar verourien a zo dija, ha daoust hag-eñ e kavit mat sevel ur votadeg a-benn dilenn merourien nevez evit sikour ar-re a zo dija hag erlec'hiañ a re e vije dilennet da vurevidi, ma asantit ouzh ar c'hinnig kentañ.

Trugarez evit ho lenn - Lekemok (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 20:51 (UTC)[respont]

Ouzhpennet gant 88.164.40.83 :
  • Fulup n'eo ket gwall oberiant abaoe 2010 met dont a ra ur wezhig an amzer.
  • Ex-Smith n'eo ket gwall oberiant abaoe miz Eost 2012 met dont a ra ur wezhig an amzer.
Trugarez da chom hep kemmañ kemennadennoù ar re-all e-pad un diviz war an davarn pe pajennoù kaozeal, hervez reolennoù Wikipedia. Ma ho peus un ali-all (ar pezh a zo reizh), skrivit war-lerc'h ar mesaj ha sinit gant pevar ~. Trugarez deoc'h evit ho resisadennoù. - Lekemok (kaozeal) 5 Ebr 2013 da 06:38 (UTC)[respont]
Demat dit Lekemok. Ur bajenn a oa bet krouet Wikipedia:Kendivizoù reolata/Merourien ha Burevidi ur bloaz 'zo dija. N'am eus ket kaset an traoù a-benn abaoe, gwelout ivez ar bajenn gaozeal.--Gwendal (kaozeal) 5 Ebr 2013 da 16:02 (UTC)[respont]
Trugarez Gwendal, ar pezh hon doa ezhomm a oa aze dija. Lezel a rin ma ali tuchantig. --Lekemok (kaozeal) 5 Ebr 2013 da 16:39 (UTC)[respont]

New feature[kemmañ ar vammenn]

Hi!

Apologies for using English. This is an announcement about a small new feature, which has been enabled here now that it is translated, and should appear soon. We call it post-edit feedback, and is a confirmation message that appears after you save an edit (see screenshot). The message fades away automatically after three seconds, and can be removed immediately with a button ("x"). It was created by the Editor Engagement Experiments team. Before deciding to roll it out permanently, we ran an experiment to measure the impact on new editors. We saw very positive results: edits by new contributors increased 23% with a confirmation like this, with no increase in the rate at which they were reverted.

If you don't want to see this feature at all, you can hide it in your personal CSS. Simply add the code below to Special:MyPage/common.css:

.postedit {
	display: none;
}

Thanks, and please reply here if you have any questions or see bugs. Steven (WMF) (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 22:40 (UTC)[respont]

Wikidata phase 2 (infoboxes) coming to this Wikipedia[kemmañ ar vammenn]

Sorry for writing in English. I hope someone can translate this. If you understand German better than English you can have a look at the announcement on de:Wikipedia:Kurier.

A while ago the first phase of Wikidata was enabled on this Wikipedia. This means you are getting the language links in each article from Wikidata. It is soon time to enable the second phase of Wikidata (infoboxes) here. We have already done this on the [first 11 Wikipedias] (it, he, hu, ru, tr, uk, uz, hr, bs, sr, sh) and things are looking good. The next step is English Wikipedia. This is planned for April 8. If everything works out fine we will deploy on all remaining Wikipedias on April 10. I will update this part of the FAQ if there are any issues forcing us to change this date. I will also sent another note to this village pump once the deployment is finished.

What will happen once we have phase 2 enabled here? Once it is enabled in a few days you will be able to make use of the structured data that is available on Wikidata in your articles/infoboxes. It includes things like the symbol for a chemical element, the ISBN for a book or the top level domain of a country. (None of this will happen automatically. Someone will have to change the article or infobox template for this to happen!)

How will this work? There are two ways to access the data:

  • Use a parser function like {{#property:p169}} in the wiki text of the article on Yahoo!. This will return “Marissa Mayer” as she is the chief executive officer of the company.
  • For more complicated things you can use Lua. The documentation for this is here.

We are working on expanding the parser function so you can for example use {{#property:chief executive officer}} instead of {{#property:p169}}. The complete plan for this is here.

Where can I test this? You can already test it on test2.

Where can I find more information and ask questions? We have collected the main questions in an FAQ for this deployment. Please ask questions you might have on the FAQ’s discussion page.

I want to be kept up to date about Wikidata To stay up-to-date on everything happening around Wikidata please subscribe to the newsletter that is delivered weekly to subscribed user’s talk pages.

--Lydia Pintscher 5 Ebr 2013 da 16:48 (UTC)[respont]

Distributed via Global message delivery. (Wrong page? Fix here.)

Ouzhpenn-se e c'hellan lavarout ez eus bet krouet hiziv ur patrom evit liammañ ur pennad ouzh e bennad wikidata : Patrom:Wikidata. -- Lekemok (kaozeal) 6 Ebr 2013 da 05:53 (UTC)[respont]

Wikidata pazenn 2 (infoboestoù) o tont war ar Wikipedia-mañ[kemmañ ar vammenn]

Digarezit evit skrivañ e saozneg, spi am eus e vo troet gant unan bennak. Ma komprenit alamaneg gwelloc'h eget saozneg e c'hellit mont da welout an diskleriadenn-se war de:Wikipedia:Kurier.

Ur mareig a-raok eo bet lañset pazenn gentañ Wikidata war ar Wikipedia-mañ. An dra-se a dalvez emaoc'h o reseviñ al liammoù etrewiki evit pep pennad dre Wikidata. Bremaik e vo poent lakaat eil bazenn da bleustriñ Wikidata (infoboestoù) amañ. Graet eo bet dija war ar 11 Wikipediaioù kentañ] (it, he, hu, ru, tr, uk, uz, hr, bs, sr, sh) ha mont a ra mat an traoù. An pal o tont a zo ar Wikipedia e saozneg. Raktreset eo bet evit an 8 a viz Ebrel. Ma ya mat en-dro pep tra e vo kaset da bep Wikipedia a chom d'an 10 a viz Ebrel. Nevesaat a rin ar perzh-mañ eus FAG ma'z eus kudennoù a laka ac'hanomp da cheñch an deiziad-mañ. Kas a rin ivez ur notenn-all amañ pa vo echu an traoù.

Petra a c'hoarvezo pa vo lañset pazenn 2 amañ ? Pa vo kaset war-raok e c'hellot goude un nebeud devezhioù implijout an dataoù a vo dibres war Wikidata e-barzh hoc'h infobestoù hag ho pennadoù. Da skouer e c'hellot lakaat e-barzh arouez un elfenn gimiek, ISBN ul levr pe live uhelañ ur vro. (Netra ne c'hoarvezo war-eeun. Unan bennak a ranko cheñch ar pennad pe ar patrom infoboest evit lakaat an dra-se da bleustriñ !)

Penaos e yelo en-dro ? Daou zoare a zo evit tapout an data :

  • Implij ur programm evel {{#property:p169}} e-barzh testenn wiki ar pennad diwar-benn Yahoo!. An dra-se a roio “Marissa Mayer” evel penn-oberiant ofisier ar gompagnunezh.
  • Evit traoù diaesoc'h e c'hellit implijout Lua. An diellerezh evit-se a zo amañ.

Emaomp o labourat war ledanaat ar programm evit da skouer implijout {{#property:chief executive officer}} e-lec'h {{#property:p169}}. Ar raktres hollek evit-se a zo amañ.

Pelec'h e c'hellan testañ an dra-se ? Gallout a rit dija testañ an dra-se war test2.

Pelec'h e c'hellan kavout muioc'h a geleier ha sevel goulennoù ? Dastumet eo bet ganeomp ar goulennoù pouezusañ en ur FAG evit ar mont-en-dro-mañ. Mar plij, savit ur goulenn ma ho pefe unan war kaozeadenn ar FAG.

Fellout a ra din kaout keleier diwar-benn Wikidata Evit kaout ar c'heleier diwar-benn Wikidata mar plij enrollit ac'hanoc'h evit al lizher-keliñ a zo kaset bep sizhun da bep implijer enrollet war o fajenn gaozeadenn.

--Lydia Pintscher 5 Ebr 2013 da 16:48 (UTC)

Kaset dre gemennadenn hollek. (N'eo ket ar bajenn vat ? Da renkañ amañ.)

Keloù eus ar raktres gallek[kemmañ ar vammenn]

Marteze ho poa klevet roudoù eus an dra-se dija, met kudennoù en deus bet ar raktres gallek gant an DCRI, evel ma'z eo konten amañ hag amañ. Kregiñ a ra an afer-se da vezañ brudet e saozneg hag e yezhoù-all ivez.

Spi em eus ne savo kudenn ebet e giz-se gant hor raktres. An afer-se avat a grouo un diaraog evit pep raktres, neuze e heulin an afer ha kas a rin deoc'h an disoc'h, mat pe fall. -- Lekemok (kaozeal) 6 Ebr 2013 da 15:45 (UTC)[respont]